Breizh a dizh bras
Lañset eo al labourioù war hentoù-houarn Roazhon-Brest ha Roazhon-Redon

Kendalc’het e vez gant al labourioù war al linenn tizh bras : abaoe an 10 a viz Eost tremenet ez eus bet roet lañs da labourioù war roudennoù hentoù-houarn an div linenn vreizhat. E 2011 ez eo 39 km a vo adnevezet evel-se.

D’an 10 a viz Eost tremenet e oa bet roet lañs gant Rouedad Hentoù-houarn Frañs (RHF) d’ur chanter bras-tre zo e bal adneveziñ an hentoù-houarn war al linenn Roazhon– Brest (etre Roazhon ha Menezalban) ha war al linenn Roazhon– Redon (etre Roazhon ha Bruz) Ul lodenn eus ar raktres Breizh a dizh bras (BTB) ez eo hag a zo e bal e c’hallfe an holl e Breizh ober o mad eus ar gounid tizh a zeuio gant an LTB da zont hag a lakaio Brest ha Kemper  da 3e eus Pariz. Betek ar 17 a viz Du e pado al labourioù

Pevar lankad labourioù

  • Lankad 1 (adalek an 10 Eost betek an 19 Gwengolo 2011) : labourioù adneveziñ etre  Bruz ha Roazhon, hent 2 (ster Redon-Roazhon) ;
  • Lankad 2 (adalek an 23 Eost betek ar 26 Gwengolo 2011) : labourioù adneveziñ etre Roazhon ha Bruz, hent 1 (ster Roazhon-Redon) ;
  • Lankad 3 (adalek an 31 Eost betek ar 4 Here 2011) : labourioù adneveziñ etre ar Peniti ha Roazhon, hent 2 (sterLambal-Roazhon) ;
  • Lankad 4 (adalek an 12 Gwengolo betek ar 17 Du 2011) : labourioù adneveziñ etre Roazhon ha Menezalban, hent 1 (sterRoazhon-Lambal).

Pegement e koust ar raktres linenn tizh bras ?

Hollad ar raktres a sav  d’ur c’houst hollek a 3.3 miliard a euroioù dasparzhet evel-mañ :

Rouedad Hentoù-houarn Frañs : 1,43 Md €

Stad hag Unaniezh Europa : 955,2 M€ (en o zouez 11 M€ UE)

Strollegezhioù Breizh ha Broioù-al-Liger : 945,3 M€ hag en o zouez gant

  • Strollegezhioù Breizh : 858,4

                            - Rannvro Breizh : 655 M€
                            - Departamant Aodoù-an-Arvor 31 M€
                            - Departamant Penn-ar-Bed : 46,3 M€
                            - Departamant an Il-ha-Gwilen : 43,7 M€
                            - Departamant ar Mor-Bihan : 34,3 M€
                            - Roazhon Meurger : 43,7 M€
                            - Bro Sant-Maloù : 4,4 M€

  • Rannvro Broioù-al-Liger : 86,9 M€

Publié le


Partagez ce contenu