Espern an tredan
Na zevit ket kement a energiezh ken gant Trak O'Watts !

Da-geñver Gouel an Energiezh, eus ar 15 betek an 21 a viz Here, e vo roet lañs d’ar c’houlzad espern an tredan Trak O'Watts. C’hoant ho peus da gemer perzh ennañ ha da lakaat ho fakturenn da zigreskiñ ? Lakait hoc’h anv evit bezañ unan eus ar familhoù a vo dibabet e Breizh !

Gortoz a-raok lakaat ar skaoterez pe ar gannerez da vale, chom hep lezel an ardivinkoù-ti war elum, lazhañ ar gouloù pa’z eer e-maez ur pezh… C’hoant ho peus e vefe roet alioù fur deoc’h evit ober gant ar jestroù evel zo dleet ha cheñch hoc’h emzalc’h abalamour deoc’h d’espern energiezh du-se ? Lakait ho familh war ar renk evit Trak O'Watts, ur c’houlzad nevezus kenaozet gant ar Stad, AEMEG Breizh (Ajañs an endro ha mestroniañ ar gremm) ha Rannvro Breizh, gant sikour al Lec’hioù Titouriñ war an Energiezh.

Penaos kemer perzh ?

Leugnit a-benn bremañ an teul a gaver AMAÑ 

Ur c’huzulier eus al Lec’h Titouriñ war an Energiezh a yelo e darempred ganeoc’h evit kadarnaat hoc’h enskrivadur. Neuze e vo kinniget deoc’h : ur bilañs eus an energiezh a vez bevezet ganeoc’h, alioù fur diouzh hoc’h ezhommoù, staliañ aveadurioù bihan da lakaat ho fakturenn tredan da zigreskiñ ha heuliañ pizh ho mod da veveziñ e-pad 6 miz.

Ur "steuñv eko-energiezh evit Breizh" gant ar Stad hag an Aemeg
Abalamour da vezañ efedusoc’h o deus divizet Rannvro Breizh, ar Stad hag Ajañs an endro ha mestroniañ ar gremm (Aemaeg) lakaat o obererezhioù evit espern energiezh hag evit reiñ lañs d’an energiezhioù nevezus dindan ar memes talbenn, ar "steuñv eko-energiezh evit Breizh", ganto ur pal boutin, "bodañ an nerzhioù".
Sellet ouzh ar porched


Publié le


Partagez ce contenu