Politikerezh rannvroel yaouankiz
El liseoù e sikouro ar Rannvro ar re yaouank da sevel o dazont

Ur c’hantin emservij renevezet, livioù flamm er skol-lojañ, ur Greizenn Deuliaouiñ ha Titouriñ (KTT) aveet gant PCoù nevez, takadoù boutin kempennet-mat, un tamm skoazell arc’hant evit ur rakres desavadurel… : en tu-hont d’an deskadurezhioù akademikel zo fiziet ar garg anezho er Stad ez emell ar Rannvro er vuhez skol evit degas d’ar 137 000 a liseidi vreizhat ur framm a ginnig dezho ar memes chañsoù d’ober berzh, pe e vefent enskrivet en ul lise a-ziwar ar maez, pe e vefe dibabet ganto mont gant un hent hollek pe micherel.

Er bloaz-mañ e c’hoarvez an distro-skol en ur blegenn dibar evit Rannvro Breizh : d’an 21 a viz Gwengolo e tegemero an dilennidi rannvroel, en dalc’h, ar Garta engouestlañ evit ar yaouankiz vreizhat, hervez c’hoant Jean-Yves an Drian : ur politikerezh, e 45 diarbenn, evit sikour ar re yaouank, liseidi, deskarded pe gopridi, d’en gavout klok pe da vleuniañ en o rannvro orin : stummañ, lojañ, fiñvusted … Er blegenn nevez-se e kendalc’ho ar Rannvro da ouestlañ arc’hant bras evit al liseoù : 290 M€ e 2011, bezet ur c’hard eus he budjed evit harpañ degemer ar Vreizhiz Yaouank en holl liseoù daoust d’an adreizhoù rediet ha d’an arc’hant digresket gant ar Stad (seul vuioc’h ma kresk niver hollek al liseidi en-dro : + 1 000 skoliad). E miz Gwengolo e vo tro da ober ar poent war holl he folitikerezh pa vo gweladennet un tregont bennak a liseoù, ar pezh a ziskouezo al lodennoù disheñvel eus an ober emeur o kas en 254 lise breizhat.

Savadurioù : merañ en un doare padus hag arboellañ energiezh

En em ouestlet eo Breizh, ar rannvro gentañ eus Frañs gant un eko-dave, evit al liseoù arboellus hag atebek e-keñver an endro ha yec’hed o implijerien : ar pezh a dermen ur stern evit holl an oberiadurioù sevel ha reneveziñ kaset da benn el liseoù (535 M€ a bostadurioù e 2010-2014) met ivez kempenn ha trezerc’hel ar savadurioù meret gant 2 600 implijad servij ar Rannvro, anvet el liseoù publik.

Aveadurioù : azasaat ouzh an adreizhoù ha lakaat an teknologiezhioù niverel da vezañ implijet da gentañ

Ma’z eus adreizhoù pedagogel ez eo peogwir ez eo bet azasaet ar salioù hag an aveadurioù, arc’hantaouet gant ar Rannvro. Evit a sell ouzh an teknologiezhioù niverel ez eus bet lakaet a-leizh a vinvioù hiziv an deiz e-kerz al liseidi, hag ar pal, e 2012, zo labourat gant ar Rektorelezh evit diorren an implijoù, dre an ELN (Egorenn labour niverel), hag evit ober diouzh ma vo trezalc’het an dafar, evit chom hep krouiñ ur frailh niverel e-touez ar remziadoù yaouank.

Degemer ar re yaouank : kalite ar servij hag ar boued er pretioù-skol

Krouet ez eus bet unnek skipailh bale nevez a skoazell deknikel (SBST) e rannvro Breizh hag e-se e vo gwellaet c’hoazh kalite ar servij rentet. Kefridiet eo ar skipailhoù, arbennikaet war an tredanerezh, ar plomerezh… da emellout buan evit suraat mont en-dro mat ar staliadurioù ha surentez an implijerien. Ha diouzh tu ar pretioù-skol e kendalc’her da ober taolioù-arnod evit servijout boued bio en 38 lise.

Raktresoù desavadurel ha keodedel : bezañ digor d’an arzoù ha d’ar re all

Intent a ra ar C’huzul-rannvro, evit echuiñ, e ober « yaouankiz » en un hollegezh ledan a zalc’h kont eus an desavadurezh arzel, ar jestroù keodedel hag eus an digeriñ war ar re all. Setu perak e vo astennet ar stignad Karta skoazell d’ar raktresoù desavadurezh, diazezet mat el liseoù, er bloaz-mañ ouzh an atizoù kaset da benn evit ar gevatalded etre ar merc’hed hag ar baotred hag evit stourm ouzh ar gwallziforc’hioù.

Evit gouzout hiroc’h

Ar politikerezh rannvroel evit al liseoù

Lenn hon teuliad

Gweladenniñ liseoù Breizh e miz Gwengolo

Goude bezañ gweladennet al lise micherel Louis Gwilhouz e Roazhon ur wech kentañ, a-gevret gant ar Prezidant an Drian, e kendalc’ho ar vesprezidantez Marie-Pierre Rouger da weladenniñ ar 26 lise publik pe prevez, o tileuriañ an holl aozioù kelenn : hollek, teknologel, micherel, labour-douar ha mor. Pal an “Dro Breizh” zo ober ar poent, gant pennoù al liseoù, ar skipailhoù desavadurel, ar wazourien servij hag al liseidi, war ar programmoù arc’hantaouet gant ar Rannvro, pe e vefent peurechu, war ober pe e vefent da zont.

- Lun 5 a viz Gwengolo (Emvod kelaouiñ an distro-skol)
Roazhon – Lise micherel Louis Gwilhouz (dirak ar Prezidant Jean-Yves an Drian)

- Meurzh 6 a viz Gwengolo, en Il-ha-Gwilen
Roazhon – Lise micherel hollek ha teknologel Jean Macé

- Lun 12 a viz Gwengolo, e Penn-ar-Bed
Brest – Lise micherel Kerichen lec’hiad Lanroz
Brest – Lise lieskelenn ha micherel Jules Lesven

- Meurzh 13 a viz Gwengolo, e Penn-ar-Bed
Landerne – Lise an Elorn
Landivizio – Lise publik Bro-Leon

- Lun 19 a viz Gwengolo, er Mor-Bihan
An Intel – Lise micherel Emile James
An Alre – Lise lieskelenn Benjamin Franklin
An Alre – Lise micherel Beltram ar Gwesklin

- Meurzh 20 a viz Gwengolo, en Aodoù-an-Arvor
Sant-Brieg – Lise micherel Jean Moulin
Sant-Ke-Porzh-Olued – Lise micherel an ostaleriezh La Closerie
Plouizi – Lise micherel labourd-douar Kernilïenn Gwengamp

- Lun 26 a viz Gwengolo, en Il-ha-Gwilen
Gwitreg – Lise micherel La Champagne
Sant-Albin-an-Hiliber – Lise micherel labour-douar

- Meurzh 27 a viz Gwengolo, er Mor-Bihan
Henbont – Lise Victor Hugo
Plañvour – Skol Rannvroel an Deskadurezh Azasaet (SRDA)
An Alre – Lise labour-douar ha liorzhouriezh prevez Kerblouz

- Lun 3 a viz Here, e Penn-ar-Bed
Kemper – Lise Kerne
Douarnenez – Lise Yann-Vari ar Brizh
Kastellin – Lise labour-douar ha liorzhouriezh ar Stêr-Aon

Meurzh 4 a viz Here, e Penn-ar-Bed hag er Mor-Bihan
Triagad – Lise micherel mor ar Gelveneg
Porzh-Loeiz – Lise micherel Julien Crozet

Lun 10 a viz Gouere, en Il-ha-Gwilen
Moñforzh – Lise René Cassin
Sant-Meven – Lise an ostaleriezh an Itron-Varia

Meurzh 11 a viz Gouere, en Aodoù-an-Arvor
Gwengamp - Lise Auguste Pavie Kadolan
Kintin – Lise micherel Jean Monnet
Plerin – Skol Diegezhel Desevel ha Heñchañ a-ziwar ar Maez


Publié le


Partagez ce contenu