Politikerezh rannvro ha labour-douar
Da-geñver ar Space e tiskouez Rannvro Breizh pelec’h eo en em gavet he folitikerezh nevez evit al labour-douar

Ar sizhun-mañ, da-geñver 25vet Saloñs etrebroadel ar sevel loened (er Space, eus an 13 betek ar 16 a viz Gwengolo e Roazhon), e kinnig Rannvro Breizh hec’h « Emglev Nevez » : lakaet eo bet politikerezh nevez ar Rannvro a-fet labour-douar, bet savet asambles gant an dud a vicher eus Breizh ha votet e miz Mezheven, da dalvezout dija dre ar vro.

Un emgav a bouez evit al labour-douar e vez ar Space bep bloaz. Ar wech-mañ eta e vo an digarez d’ar Rannvro da zegas da soñj eus diazezoù pennañ he folitikerezh nevez a-fet labour-douar. E-touez c’hwec’h mennozh pennañ e laka ar pouez dreist-holl war an implij a skiant-vat eus ar font (lakaat tachennoù zo da font miret abalamour d’aesaat d’an dud nevez – ar re yaouank peurgetket – en em staliañ) ha war ar pezh a sell ouzh staliañ labourerien-douar ha sikour ar rummadoù nevez (adwelet ar sikourioù evit en em staliañ). War un dro eo ar Space an digarez da ginnig en un doare resis an diarbennoù rakwelet rak diwar daou ziarbenn ha hanter-kant ez eus bet lakaet seitek da dalvezout war an dachenn dija. E-mesk an oberoù pennañ a vo lakaet e pleustr ac’hann da fin 2011 e c’haller menegiñ :

  • Reiñ div wech muioc’h a sikourioù evit lakaat tachennoù zo da font miret abalamour d’aesaat da labourerien yaouank en em staliañ ;
  • Reiñ lañs d’al labour prientiñ ar Pass’Bio hag adwelet politikerezh ar skoazelloù evit en em staliañ (dreist-holl sikourioù a-ratozh evit an dud a zo en tu all da 40 vloaz) ;
  • Reiñ div wech muioc’h a sikourioù evit espern an energiezhioù er savadurioù da sevel loened, forzh peseurt filierenn a vefe (laezh, moc’h, yer, lapined).

Budjed : ouzhpenn ar budjed a 23,8 M€ evit al labour-douar e 2011 ez eus bet divizet gant ar Rannvro reiñ ur sammad a 1,5 M€ evit arc’hantaouiñ obererezhioù kentañ an « Emglev Nevez ».

Evit gouzout hiroc’h

Politikerezh ar Rannvro evit al labour-douar berr-ha-berr

Lec’hienn an Emglev Nevez hag ar 56 diarbenn a ya d’e heul

Ar fichennoù pleustrek war skoaziadoù ar Rannvro

An teuliad diwar-benn Font Breizh

Emvod kelaouiñ er Space
Dalc’het e vo un emvod kelaouiñ gant Rannvro Breizh er Space d’ar Yaou 15 a viz Gwengolo 2011 da 2e30 goude merenn, lec’h


Publié le


Partagez ce contenu