Disentezioù diwezhañ
Ar re yaouank e-kreizig-kreiz obererezh ar Rannvro

Stummerezh, implij ha kenemprerezh, met ivez lojeiz, yec’hed, treuzdougen, raktresoù ha keodedouriezh... : er « Garta engouestl evit ar re yaouank e Breizh » degemeret dimerc’her tremenet gant an 83 dilennad eus ar Rannvro, ez eus pemp diviz fetis ha daou-ugent. Ar sintezenn hag ar c’hendivizoù gant ur video.

Ar pal eo « sevel Breizh a-benn warc’hoazh dre reiñ d’ar re yaouank ar plas a zellezont », eme berr-ha-berr Sylvie Robert, kentañ eilprezidantez karget eus teuliad ar yaouankiz, p’he doa digoret ar c’hendiviz. C’hoant zo da :  "labourat evit an holl re yaouank, ha kemer poan o tielfennañ ar plegennoù m’emaint hag o selaou o frederioù ". Un doenn, un obererezh entanus, ur michererezh, ur yec’hed mat, gallout plediñ a-zevri gant raktresoù personel pe geodedel... : evit respont d’ar c’hoantoù reizh-se e fell d’ar Rannvro lakaat an holl re yaouank e Breizh (557 000 a blac’hed hag a baotred etre 15 ha 29 bloaz) muioc’h c’hoazh e-kreiz ar politikerezhioù foran a vez renet ganti : al liseoù hag ar stummañ (barregezh diazez) evel-just, met ivez al lojeiz, ar yec’hed pe c’hoazh an treuzdougen. Penaos ? Dre ar Garta engouestl degemeret e-pad an dalc’h ispisial-se : pemp diviz ha daou-ugent, fetis-kenañ, a vo lakaet da dalvezout adalek 2012 evit gwellaat o stuzioù buhez, o barregezh d’ober berzh hag o intrudu (sellet ouzh ar munudoù izeloc’h). Ur « gevrat vev » e tle bezañ, savet asambles gant ar re yaouank (o c’hinnigoù kentañ o deus graet a-hend-all). Hag evit kas anezhi da benn vat gant muioc’h a efedusted, e kinnig ar Rannvro bezañ « an hini a stroll ar politikerezhioù renet e Breizh evit ar re yaouank» (dre gevreañ ar strollegezhioù ha servijoù ar Stad er rannvro en-dro d’ar garta-se).

Gouzout hiroc’h

Ar pemp diviz ha daou-ugent e berr gomzoù

Ar Garta engouestl evit ar re yaouank e Breizh

Sellet ouzh kendivizoù an dalc’h gant ur video


Publié le


Partagez ce contenu