Espern an tredan
Lañset eo ar c’houlzad Track O' Watts !

D’ar 6 a viz Here e oa bet kinniget ar c’houlzad Track O' Watts ez-ofisiel a-raok reiñ lañs dezhañ da-geñver Gouel an Energiezh (eus ar 15 d’an 21 a viz Here). Diouzh emglev tredan Breizh eo ar c’houlzad kenaozet gant Rannvro Breizh, ar Stad hag an AEMEG (Ajañs an endro ha mestroniañ ar gremm). Gant an taol-arnod-se e vo roet tro da 70 familh eus Breizh da zigreskiñ o bevezadur energiezh.

Da-heul Ecowatt a roe an tu da resev kemennoù diwall a-hed an amzer evit broudañ an dud da espern energiezh ma vije bet un troc’h tredan, eo bet Rannvro Breizh, ar Stad hag an AEMEG o reiñ lañs d’ar c’houlzad Track O' Watts. Kompren ha digreskiñ bevezadur tredan familhoù Breizh eo pal ar c’houlzad-se a zo diouzh Emglev tredan Breizh hag eñ diazezet war 3 fennaenn : espern an tredan, kas an energiezhioù nevezadus war-raok ha suraat ar pourvezadur tredan.

Ar c’houlzad "Familh"

Adalek miz Here betek miz Meurzh 2012 e klasko 70 familh eus Breizh cheñch o boazioù da veveziñ tredan. Da-geñver Gouel an energiezh etre ar 15 hag an 21 a viz Here e vo kroget gant an taol-arnod-se. E-pad c’hwec’h miz e vo "gourdonet" pep familh gant ur c’huzulier hag a labour gant unan eus al Lec’hioù Titouriñ war an Energiezh. Evel-se e vo kinniget dezho heuliañ pizh ar mod ma tro o bevezadur, alioù diouzh o ezhommoù evit espern energiezh ha staliañ aveadurioù bihan evit netra (troc’h-beilh, ardivinkoù da espern an dour …).

Gouzout hiroc’h diwar-benn emglev tredan Breizh


Publié le


Partagez ce contenu