Labour-douar Breizh
Ar C’huzul-rannvro a ro lañs d’ur Pass’ Bio

Evit kas al labour-douar biologel war-raok emañ Rannvro Breizh o paouez krouiñ ur Pass’Bio kinniget d’an holl labourerien-douar a fell dezho lakaat amdreiñ o stal labour-douar.

Ur parkad saladenn

E framm Emglev Nevez al labour-douar  a oa bet votet e miz Mezheven tremen (lenn pelloc’h) he doa prometet Rannvro Breizh sikour da gas al labour-douar biologel war-raok dre harpañ amdroadur an atantoù. An diarbenn kentañ zo bet kemeret eo ar « Pass’bio amdroadur » kinniget d’al labourerien-douar a zo war o stal dija pe a fell dezho adtapout unan ha treiñ anezhi en ur stal labour-douar biologel (AB). Evit ambroug an amdroadur-se pazenn-ha-pazenn e kinnig ar Pass’Bio arc’hantañ un teknikour-kuzulier barrek war al labour-douar biologel gant daou « venveg » distag (tri devezh d’ar muiañ-tout evit ar Pass’Bio “diagnostik”, daou zevezh evit ar Pass’Bio “heuliañ”). :

  • Ar Pass’Bio « diagnostik » : evit sikour al labourerien-douar e penn-kentañ an amdroadur  da welet hag-eñ ez eus danvez en o atant, da vont a bazenn-da-bazenn ha da studiañ padusted ar raktresoù evit pakañ testeniekadur al labour-douar biologel (AB).
  • Ar Pass’Bio « heuliañ » : evit reiñ skoazell deknikel hag alioù d’ar broduerien e penn-kentañ an amdroadur.

Dav eo notenniñ ivez emañ ar Rannvro o vont da sikour al labourerien-douar d’en em staliañ (skoazell dibar d’al labourerien-douar ouzhpenn 40 vloaz, gant ar Programm Papi) -  ha da vont war-zu doareoù geotegi (gant un digoll dre hektar e-pad pemp bloaz). 1 000 stal labour-douar biologel ouzhpenn a-benn 2014 eo ar pal a vo klasket tizhout.

56 ober e framm Emglev Nevez al labour-douar

Politikerezh nevez al labour-douar a oa bet votet e miz Mezheven tremen gant ar Rannvro. Diazezet eo war c’hwec’h durc’hadur bras rannet e c’hwec’h ober ha hanter-kant :

- Plediñ da gentañ-tout gant font al labour-douar hag ar staliadurioù, evit ober diouzh kresk ar boblañs ha mirout ul labour-douar a vent dereat e pep lec’h er vro ;

- Kas war-raok boazioù padusoc’h da labourat an douar o kemer harp war an agronomiezh, evit merañ gwelloc’h ar pourvezioù naturel (ar plant, an douar, an dour, ar gremm hag ar vevliesseurted) ha gwareziñ anezho ;

- Ambroug an doareoù produiñ war-zu muioc’h a emrenerezh, evit ma vefe frankoc’h al labourerien-douar diouzh an oberierien ha dezho da vestroniañ an divizoù ;

- Lakaat klaoustre war ar galite evit degas gwellaennoù ingalet gwelloc’h a-hed ar filierenn ;

- Sikour da vestroniañ ar c’hovoder, da skouer, dre zifenn savboent Breizh tra ma vo adaozet Politikerezh Boutin al Labour-douar (PAC) ;

- Magañ fiziañs en tiriadoù hag en o liesseurted evit skoulmañ un Emglev Nevez etre al labourerien-douar hag ar Vretoned.

Lenn hiroc’h e lec’hienn an Emglev Nevez evit labour-douar Breizh


Publié le


Partagez ce contenu