Festivalioù
It d’an Transmusicales e THR evit 10€

Le Conseil régional de Bretagne, en partenariat avec la SNCF, vous emmène aux Transmusicales pour 10 € l’aller-retour.

Forzh pehini e vefe ho kêr loc’hañ, e c’hallit ober ho mad eus ar c’hinnig « festivalioù e THR e 10€ » evit kemer perzh e 33e abadennoù an Transmusicales e Roazhon d’ar 1añ , 2 ha 3 a viz Kerzu. Ret eo diskouez ur bilhed mont tre er festival evit gallout ober e vad eus ar c’hinnig. Prenañ ar bilhed a c’haller ober en holl diez-gar ha stalioù e Breizh ha Broioù-al-Liger adalek ar 7 a viz Du betek ar 4 a viz Kerzu (hag ivez war ar Genrouedad, e lec’hienn THR Breizh).

Gwelet lec’hienn an Trans

Prèv'en ville

Ar Rannvro, an Trans ha Prèv'en ville a labour a-unan evit degemer an arvesterien adalek 8e noz betek 7e vintin d’ar Gwener 2 ha d’ar Sadorn 3 a viz Kerzu. Eeun eo ar mennozh : emellerien yec’hed zo e gourc’hemenn ar festivalidi evit o c’helaouiñ, eskemm ganto hag heñchañ anezho. Dafar dizarbenn (stouvoù divskouarn, stevelloù, etilotestoù…) ha bihanaat ar riskloù a c’hall bezañ lakaet en o c’herz digoust.


Publié le


Partagez ce contenu