Distro war ar galv da raktresoù 2009/2011
Dizoloit ar 36 raktres deskadurezh d’ar glad

Suite à l'appel à projets Education au patrimoine lancé en 2009, la Région fait le bilan des projets réalisés auprès des jeunes Bretons.

Broudañ ar Vreizhiz yaouank da anavezout gwelloc’h ha da briziañ glad ar rannvro : sed aze ar gefridi he doa lakaet ar Rannvro dezhi hec’h-unan en ur reiñ lañs daou vloaz zo d’ur galv d’ar raktresoù nevez evit ar vugale. D’ar 16 a viz Du tremenet, dirak Maria Vadillo, besprezidantez karget eus an touristerezh hag eus ar glad, e oa bet bodet 36 loread ar galv da raktresoù 2009/2011 e Roazhon evit eskemm war ar raktresoù bet kaset da benn gant pep hini. Berzh bras o deus graet ar 36 raktres-se gant ar Vreizhiz yaouank. 414 057€ a oa bet roet dezho gant ar Rannvro. En tu-hont da 2011 e vo skoazellet ar c’hizidikaat hag an deskadurezh d’ar glad gant ar Rannvro.

Gwelet katalog ar 36 raktres deskadurezh d’ar glad

 


Publié le


Partagez ce contenu