Ur bazenn ouzhpenn evit ar raktres "Breizh Tizh Bras"
Arc’hantañ

Emañ Kef ar Fiziadoù o vont da brestañ 550M€ d’ar Rannvro.

Gant Rannvro Breizh ha Kef ar Fiziadoù ha gant o c’hevelerien ez eus bet sinet pemp feur-emglev evit amzer-da-zont Douar Breizh. E-touez ar pemp kenemglev-se (lenn ar pennad sterniet pelloc’h) emañ ar raktres Breizh Tizh Bras a zo unan eus raktresoù skouer ar Rannvro er bloavezhioù da zont. Skoazellet e vo gant Kef ar Fiziadoù pa vo prestet 550 milion a euroioù gantañ, da lavaret eo an hanter eus ar sammad o deus ezhomm strollegezhioù Breizh evit kemer perzh er raktres bras-se.

 

Ar pevar c’henemglev all zo bet skoulmet etre ar Rannvro ha Kef ar Fiziadoù

- Kampus ar micherioù e Brest : ur greizenn nevez evit stummañ an deskidi (CFA), 180 plas enni, a vo savet e Gwipavaz (29). Ouzhpenn 2000 deskad a c’hello bezañ degemeret ganti.
- An touristerezh evit an holl : evit harpañ obererezhioù an touristerezh sokial ha kevredigezhel e vo krouet ur savenn harpañ rannvroel.
- An oberoù da stourm ouzh ar cheñchamant hin : roet e vo lañs d’ur studiadenn evit krouiñ ur font postañ a skoazello ar raktresoù da zigreskiñ an dilaoskadurioù gaz efed ti-gwer e Breizh.
- Kevalaoù piaouel an embregerezhioù bihan hag etre : Gant Kef ar Fiziadoù hag ar Rannvro e vo harpet an doareoù prestoù digoust ha savenn henchañ arc’hant ar rannvro.


Publié le


Partagez ce contenu