Europa ha yaouankiz Breizh
Kemerit perzh er genstrivadeg video « Hag Europa, petra eo da soñj dit-te ?

Etre 15 ha 29 bloaz oc’h ? Rannvro Breizh a ginnig deoc’h sevel ur video ur munut pad d’ar muiañ diwar-benn Europa. Stagit ganti !

Etre an 9 a viz Genver hag an 29 a viz C'hwevrer 2012 e ped Rannvro Breizh an holl dud yaouank etre 15 ha 29 bloaz da gemer perzh er genstrivadeg klipoù video war an danvez-mañ : « Hag Europa, petra eo da soñj dit-te ? ». Evit kemer perzh, netra aesoc'h : trawalc'h eo sevel ur video 1 munut pad d'ar muiañ ha kas anezhañ en hol lec'hienn yaouank www.bretagne.fr/jeunes (dre leuniañ ur furmskrid kemer perzh). Troet e vo ho video gant un dermenell gehentiñ hezoug (evel ur pellgomzer) pe gant ul luc'hskeudennerez niverel ha frammet e vo hervez ar mod ho po c'hoant (degemeret e vo an holl furmadoù pe dost). Hag evit ma vefe dibabet ho video e-touez an 10 kentañ e ranko bezañ an ijinusañ, an orinelañ hag ar personelañ ar gwellañ evel-just, ha klotañ gant danvez ar genstrivadeg.
 
Deoc'h da c'hoari !

Kasit ho video a-raok an 29 a viz C'hwevrer 2012 (ur video hepken dre genstriver).

Votit evit reiñ ho soñj war ar videoioù enlinenn (etre an 10 hag ar 24 a viz Meurzh 2012)

Sellit ouzh disoc'hoù ar genstrivadeg d'ar Yaou 6 a viz Ebrel 2012 da 2 eur enderv war www.bretagne.fr/jeunes

Daou juri a zibabo ar videoioù gwellañ

Ur "Juri gwiaderien" a brizio an tri c'henstriver a vo bet votet ar muiañ evito el lec'hienn www.bretagne.fr/jeunes (etre an 10 a viz Meurzh 2012 adalek 10 eur hag ar 24 a viz Meurzh 2012 betek 5 eur enderv).

Ur "Juri Rannvro Breizh" a brizio tri c'henstriver all hervez an dezverkoù-mañ : klotañ a ra ar film gant danvez ar genstrivadeg, frank eo an ton, fentus hag ijinus eo.

Ar prizioù da c'hounit

1añ Priz : un dablezenn-spin iPad 32 Go2l Priz : ul lenner mp3 iPod Touch 32 Go3e Priz : 150 € gant chekennoù CadhocEtre ar 4e hag an 10vet Priz : traoù brudañ

Gouzout hiroc'h

Pellgargañ reolennoù ar genstrivadeg


Publié le


Partagez ce contenu