Kenstrivadeg
Embregerezed enoret !

5 loreadez ar Gentrivadeg Embregerezed e Breizh a oa bet garedonet d’an 21 a viz Mezheven

Evit an eil gwezh diouzh renk ez eus fellet d’ar Stad, d’ar C’huzul-rannvro, da Gef ar Fiziadoù ha da bevar c’heveler eus ar bed armerzhel (SAUR, KPMG, Banque populaire de l’ouest ha Bretagne Active) enoriñ ha brudañ maouezed embregerezed. Garedonet e vo 5 renerez eta  : peder o doa savet o embregerezh nevez zo, hag unan abalamour d’he skiant-prenet, he berzh war hir dermen hag ar skouer he deus diskouezet. D’ar Yaou 21 a viz Mezheven e oa bet roet pep a briz 3 000 € dezho.

Harpañ labour ar merc’hed hag e lakaat war wel

Un drederenn hepken eus ar grouerien embregerezhioù zo merc’hed hiziv. Setu petra eo pal ar genstrivadeg-mañ eta : enoriñ raktresoù embregerezed, reiñ da anavezout red-micher frouezhus ar c’hrouerezed-se ha reiñ c’hoant d’ar brasañ niver da embregiñ. Emañ holl gevelerien ar genstrivadeg-se o labourat : pep hini anezho zo savet a-du gant gwirioù ar merc’hed hag ar gevatalded vicherel etre paotred ha merc’hed.  

Roidigezh ar prizioù d’an 21 a viz Mezheven, dre ar munud

Goude an 31 a viz Meurzh, a oa an deiziad diwezhañ evit lakaat e anv er genstrivadeg, e oa bet bodet ur juri, ennañ 9 den en anv kevelerien ar genstrivadeg, evit dibab 5 loreadez e-mesk ar 95 teuliad a oa bet kaset. A-raok roidigezh ar prizioù e oa bet foromoù, testenioù hag un daol-grenn diwar-benn an embregerezed e Breizh. Clémentine Gallet, e penn Coriolis Composites e Kewenn, a oa bet dibabet da vaeronez ar genstrivadeg er bloaz-mañ ha roet he doa testeni eus he skiant-prenet e penn hec’h embregerezh elektronik uhel.

Gwelet al lec’hienn Entreprendre au féminin
Lenn politikerezh ar rannvro evit ar gevatalded
Lenn politikerezh armerzhel ar rannvro


Tags : Économie

Publié le


Partagez ce contenu