Darvoud
Troiad an opera e Breizh

Plijout a ra an opera deoc’h ? La Belle Hélène, ur c’hoarigan fentus gant Jacques Offenbach, a vo tro da welet e Breizh etre miz Du 2012 ha miz Genve

Bep bloaz e vez Opera Roazhon o c’hoari unan eus e arvestoù e lec’hioù all er rannvro. Gant Rannvro Breizh e vez fiziet ar gefridi-se ennañ evit reiñ da anavezout an opera d’ar muiañ ar gwellañ a dud. Er bloaz-mañ e vo « troiad » La Belle Hélène, ur c’hoarigan fentus gant Jacques Offenbach, etre an 22 a viz Du 2012 hag an 11 a viz Genver 2013. Adijinet eo bet al leurennaozadur evit ma vefe aesoc’h kas ha degas an arvest ha treuzskrivet eo bet ar skrid-sonerezh gant Gildas Pungier (sonrenerezh) evit gallout c’hoari oberenn Jacques Offenbach e c’hoarivaoù disheñvel eus pevar departamant Breizh ha pelloc’h. Evit ar wezh kentañ er bloaz-mañ e vo c’hoariet an arvest er pevar departamant er memes koulz.

Leurennet gant Vincent Tavernier, sonrenet gant Gildas Pungier, leurennaozet gant Claire Niquet asambles gant laz-kanañ opera Roazhon ha sonerien laz-seniñ sinfonek Breizh.


Lenn programm « La Belle Hélène »
Politikerezh sevenadurel Rannvro Breizh

 

An droiad
etre an 22 a viz Du 2012 hag an 11 a viz Genver 2013

  • Dinan/CODI, e C’hoariva ar Jakobined, d’ar Yaou 22 a viz Du
  • Laval, er C’hoariva, d’ar Sadorn 24 a viz Du
  • Fouenant, en Archipel, d’ar Yaou 29 a viz Du
  • Sant-Brieg, er Passerelle, d’ar Sadorn 1añ a viz Kerzu
  • An Oriant, er C’hoariva Bras, d’ar Yaou 27, d’ar Gwener 28 a viz Kerzu
  • Roazhon, d’an 31 a viz Kerzu, d’ar 1añ, 3 ha 6 a viz Genver

Tags : Arts et culture

Publié le


Partagez ce contenu