Anaoudegezh ofisiel
Lakaet eo ar festoù-noz da glad dizanvezel Mab-den

Evit Breizh ez eo "ar c'haerañ anaoudegezh vat" : diwar vremañ ez a ar festoù-noz d'ober ul lodenn eus glad dizanvezel Mab-den.

« Dre anaoudegezh ar festoù-noz, a vez pleustret a-hed ar bloaz, hañv-goañv, e pep lec'h e Breizh, koulz war ar maez hag er c'hêrioù, eo ar sevenadur pobl en e bezh en hor Rannvro, e berzhioù dibar hag e binvidigezh a zo anavezet er bed-holl. Diwar vremañ e teu hor festoù-noz-ni da vezañ festoù an holl. Klotañ a ra mat-tre gant spered ar festoù-noz : enno ec'h adkaver startijenn an dañsoù hag ar sonerezhioù eus Breizh hag a zo d'an holl remziadoù tud, ar re yaouank peurgetket. Ha gwir eo e c'hall an abadennoù padout an noz-pad, » eme ar Besprezidant karget eus ar sevenadur. « Setu aze perzh dibar ar sevenadur pobl-se : chom bev ha, war ar memes tro, hejañ an hengoun pa'z eo digor war an doareoù arz eus broioù all. En deiz a hiziv e vez ijinet doareoù nevez da seniñ ar binioù-bras gant Erwan Keraveg, lakaet e vez an dañs hengounel da gejañ ouzh an dañs a vremañ gant Mikael Phelippeau, ha mesket e vez sonerezh Breizh hag elektro gant DJ Blue. »

Un afer war an tu mat kaset da benn a-stroll gant meur a oberer war dachenn ar sevenadur

Ar Prezidant Massiot, diouzh e du, a zegas da soñj « he doa lavaret ar Rannvro, e 2008 dija, e skoazellfe ar raktres-se a zo bet meur a oberer war dachenn ar sevenadur e Breizh ha strollegezhioù o kemer perzh ennañ asambles gant ar gevredigezh Dastum. Ar wech-mañ c'hoazh e Breizh eo bet kaset an traoù war an tu mat a-stroll ». Ar Rannvro he deus sikouret sevel an teuliad evit mont war ar renk en UNESCO, ha lakaet he deus arc'hant en afer ivez.

Danvez sevenadurel Breizh

Klotañ a ra al lusk-se, a zo savet en-dro d'ar festoù-noz, gant ar politikerezh a vez kaset gant ar C'huzul-rannvro evit gwareziñ ha brudañ glad dizanvezel Breizh, n'eus forzh pehini e vefe. Diwar ar youl kreñv-se ez eus bet roet lañs, da skouer, d'ur vediaoueg niverel hag a roio an tu d'an holl dud da sellet ouzh danvez sevenadurel Breizh en e bezh enlinenn.

1 000 fest-noz ar bloaz e Breizh

Evit echuiñ, an anaoudegezh eus ar festoù-noz zo un dra vat evit reiñ lañs d'an touristerezh e Breizh ivez. Pa vez aozet bep bloaz ouzhpenn 1 000 fest-noz hag a ginnig d'an dud mont da zañsal hañv-goañv, ez eus aze peadra da blijout d'an 9 milion a vizitourien a vez degemeret e Breizh.

 

Petra a ya d'ober ar glad dizanvezel ?

Hervez an UNESCO ez eo ar glad dizanvezel (232 elfenn e 86 bro hiziv an deiz) boazioù ha doareoù a vez desket a rumm da rumm, evel an hengounioù dre gomz, arzoù an arvestoù, ar boazioù sokial, al lidoù, ar gouelioù pe ar chemet liammet ouzh an artizanerezh hengounel.

 

boazioù sokial, al lidoù, ar gouelioù pe ar chemet liammet ouzh an artizanerezh hengounel.

 


Tags : Arts et culture

Publié le


Partagez ce contenu