Darvoud
10vet Sizhunvezh rannvroel an deskardelezh

Etre ar 16 hag an 23 a viz Meurzh e vo dorioù digor e KSDoù (Kreizennoù Stummañ an Deskidi) Breizh.

Apprentis devant un simulateur de navigation
Emmanuel Pain

Arabat deoc’h c’hwitañ war sizhunvezh rannvroel an deskardelezh, etre ar 16 hag an 23 a viz Meurzh 2013 ! An 9vet gwezh eo ma vo aozet an dorioù digor-se e Breizh a-bezh : un degouezh eus ar re gaerañ evit an dud yaouank, o familhoù koulz hag an embregerezhioù d’ober anaoudegezh gant un dibab bras a stummadurioù evit deskiñ ouzhpenn 280 micher.

E Breizh ez eus 39 KSD dindan gendiviz a ginnig stummadurioù e 130 lec’h. Ouzhpenn 18000 Breizhad yaouank a ra o soñj da vont war hent an deskardelezh bep bloaz evit deskiñ micherioù war a bep seurt tachennoù, evel al labourioù foran, al lezvezegiezh, ar stlenneg, ar pretierezh pe an endro... Kement all a hentadoù a vast da ezhommoù an embregerezhioù ha ma vezer asur da gavout labour a-zoare (tost da 70% eus ar re yaouank o devez ul labour 7 miz goude fin o c’hevrat deskardelezh). Gant an deskardelezh e vez asur ar re yaouank etre 16 ha 25 bloaz da gaout ur stummadur a-zoare, pleustrek, micherelaat ha liammet war-eeun ouzh bed an embregerezhioù, eus an TGM (Testeni Gouested Vicherel) d’ar vachelouriezh +5, en ur dremen dre ar vachelouriezh vicherel, ar BTU (Breou Teknikour Uhel), peotramant an aotreegezh vicherel pe ar master.

Gwelet deiziadoù ha lec’hioù an holl zorioù digor

Ar politikerezh rannvroel war dachenn an deskardelezh
Ober a ra Rannvro Breizh e doare ma vefe ar stummerezh diouzh ezhommoù ar re yaouank hag an embregerezhioù dre gemer perzh e mont en-dro an 39 KSD : prenañ dafar pedagogel, sevel hag adkempenn kreizennoù. Karget eo ivez da greñvaat kalite ar stummañ, da nevesaat ha da wellaat anezhañ ingal, dre an argerzh kalite nevez dreist-holl. Degas a ra he lod evit sevel un hentad a zere da bep den yaouank ha skoazellañ a ra da vont war hent an deskardelezh dre reiñ skoaziadoù d’an deskidi (mizoù treuzdougen, herberc’h, boued ha dafar kentañ) ha d’an implijerien (evit tuta deskidi ha harpañ anezho en o stummadur.


Tags : Apprentissage

Publié le


Partagez ce contenu