Yezhoù rannvro
Ar Rannvroioù a-unvouezh

Ur garta evit ar yezhoù rannvro zo bet degemeret gant rannvroioù Frañs. He fal : saveteiñ ha diorren ar yezhoù rannvro. Fellout a ra d'ar rannvroioù en em ziazezañ war ar garta-se evit bezañ un nerzh kinnig pa vo deuet ar mare da skridaozañ ul lezenn.

Diorren ar yezhoù rannvro, setu aze pal ar garta a oa bet kinniget en un doare ofisiel e Caen, d'ar 4 ha d'ar 5 a viz Kerzu tremen, da-geñver Kendalc'h Kevredigezh rannvroioù Frañs. Meur a brezidant rannvro, Jean-Yves an Drian en o zouez, a oa deuet da sinañ ar garta a-benn diskouez pegen stag ez int ouzh ar sujed-se.

Daou vloavezh o kendivizout

Ar garta-se, a oad o sevel abaoe daou vloaz, a ziskouez ar c'hoant boutin zo gant ar rannvroioù da saveteiñ ar yezhoù rannvro ha d'o c'has war-raok. Enni e vez erbedet un toullad diarbennoù aozet hervez tri ahel : derc'hel kont eus ar yezhoù rannvro en ensavadurioù, kelenn ha stummañ e yezhoù rannvro ha plas ar yezhoù-se er gevredigezh.

Ul lezenn evit ar yezhoù rannvro

En nevezamzer tremen e oa bet embannet gant ministrez ar Sevenadur e vefe savet ul lezenn evit ar yezhoù rannvro. C'hoant o deus ar rannvroioù da gemer an destenn-se da ziazez evit marc'hata gant ar Stad ha da vezañ un nerzh kinnig pa vo skridaozet al lezenn.

Kaset e vo ar garta da brezidant ar Republik ha da vinistred ar Sevenadur, an Deskadurezh Stad hag an Deskadurezh uhel. E-keit-se eo bet Bodad yezhoù rannvro Kevredigezh rannvroioù Frañs o c'houlenn emgav gant ar vinistred a-benn lakaat ar gaoz war plas ar yezhoù rannvro en adreizhoù zo war ar stern (liseoù, kenstrivadeg tuta ar gelennerien evit an deskadurezh uhel hag evit stummerezh kentañ ar skolaerien).

Trugarez deoc'h da skrivañ ho kemennadoù e brezhoneg hag e galleg evit ma vint komprenet gant lennerien ar stumm gallek. 

 


Publié le


Partagez ce contenu