Dalc’h ar 16 ha 17 a viz Kerzu 2010
Divizout a ra ar C’huzul-rannvro war be du heñchañ e vudjed evit 2011

Aet eo labour ar guzulierien-rannvro, e dalc’h diwezhañ ar bloaz, gant ar c’hendiviz war diazezoù budjed 2011, hag ivez war statudoù nevez an ajañs armerzhel, gennad ar pesketaerezh hag an dourc’hounezerezh…

Aet eo labour ar guzulierien-rannvro, e dalc’h diwezhañ ar bloaz, gant ar c’hendiviz war diazezoù budjed 2011, hag ivez war statudoù nevez an ajañs armerzhel, gennad ar pesketaerezh hag an dourc’hounezerezh…

Diazezet e vo budjed ar bloaz 2011, budjed kentañ respet nevez Jean-Yves an Drian (bet adanvet e penn ar C’huzul-rannvro e nevezamzer 2010), war dek kefridi vras hag a yelo pep a roll obererezhioù fetis d’ober anezho. Adaozañ an tiriad, ekonomiezh, stummañ, deskadurezh, treuzdougen, endro, sevenadur ha sport, touristerezh ha glad, Europa, an darempredoù gant ar geodedourien : gant an « nomenkladur strategiezh » nevez-se e weler war beseurt tu e fell d’ar Rannvro kas an traoù war-raok da gentañ-penn. Meur a sujed hag a oa e-kreiz an dalc’h evit ar Rannvro a oa ivez war ar roll-labour : an energiezh (“emglev an tredan e Breizh”), an ekonomiezh (statudoù nevez an ajañs diorren armerzhel ha neveziñ), ar steuñv pesketaerezh ha dourc’hounezerezh, pe c’hoazh ar yec’hed a c’hall sachañ ar boblañs lec’h-pe-lec’h.

Sellet ouzh ar videoioù

Adkavit ar c’hendivizoù pennañ a oa bet skignet war-eeun e-kerzh an dalc’h-se

Videoioù an dalc’h

Evit gouzout hiroc’h
Lenn prezegenn ar prezidant
Ur sintezenn eus an divizoù pennañ a zo bet kemeret
Ar mennadoù

Ar roll-labour buan-ha-buan

  •  War beseurt tu heñchañ ar budjed e 2011  : un nomenkladur strategiezh ha politikerezh nevez a zispleg e vo diazezet war dek kefridi, pep a brogramm obererezhioù fetis o vont d’ober anezho
  •  Asantiñ da statudoù nevez ajañs armerzhel Breizh
     
  • Ar pezh a soñj Rannvro Breizh diwar-benn raktres programm ar Rannvro evit ar yec’hed hag an endro
     
  • Ar steuñv evit ar pesketaerezh hag an dourc’hounezerezh e Breizh : war greskiñ ez a skoazell ar Rannvro
  • Krouiñ ur skol uhel rannvroel evit an arzoù (hag a vo strollet ar 4 skol arzoù eus Breizh enni)
  • Hag ivez :

    - Goulenn a ra Rannvro Breizh digant he c’hevelerien war dachenn an arc’hant hag ar bankoù kaout un emzalc’h sklaer, evit a sell o darempredoù gant ar paradozioù kemedel dreist-holl

    - Kevredad armerzh kemmesk evit terkañ hag aveiñ Breizh (SEMAEB) : rentañ-kont obererezh graet d’ar strollegezhioù tiriadel evit a sell ar bloaz 2009

    - Kendeuziñ Oseo Breizh hag Oseo arc’hantaouiñ

Publié le


Partagez ce contenu