Yezhoù Breizh
Sizhunvezhioù ar brezhoneg hag ar gallaoueg

Grit ho mad eus Sizhunvezhioù ar brezhoneg hag ar gallaoueg, etre an 18 hag ar 24 a viz Meurzh !

Logo de la Semaine du Breton et du Gallo

Titouroù, deskadurezh, sevenadur, stummañ, media hag embann, teknologiezhioù nevez… : un emgav bloaz na c’haller ket c’hwitañ warnañ !

Evit brudañ yezhoù Breizh e-mesk an holl e vo Rannvro Breizh (e framm ur politikerezh yezh oberiant) o skoazellañ, bep bloaz, e miz Meurzh, aozadur Sizhunvezh ar brezhoneg ha Sizhunvezh ar gallaoueg - Smenn du galo. O fal a zo diskouez lañs ha modernelezh yezhoù Breizh war tachennoù ar stummañ, ar vuhez sevenadurel pe an teknologiezhioù nevez. En Emglevioù Bro hag er c’hevredigezhioù gwriziennet don er c’hornadoù eo bet fiziet gant ar Rannvro aozadur an abadennoù, diazezet war bemp tem. Lakaat a reont an nevezadur war wel, gant abadennoù a-zoare : un devezh sinema e brezhoneg, ur brezegenn war an anvioù-lec’h hag an anvioù-familh,  un tournamant c’hoarioù, peotramant ur stummadur war ar video… Kement all a emgavioù evit bodañ kevredigezhioù  ha tud a-youl-vat ha dedennañ ar pep brasañ, da gentañ-holl ar re yaouank pe ar re n’ouzont dare diwar-benn ar brezhoneg.

Ur programm diazezet war bemp tem 

  • Titouroù dre-vras war yezhoù Breizh : diskouezadegoù, prezegennoù, atalieroù ;
  • Deskadurezh hag oberoù evit ar vugaligoù : dorioù digor, standoù… ;
  • Stummañ micherel ha kelenn d’an dud deuet : dorioù digor, standoù, gweladenniñ lec’hioù labour ma reer gant ar yezh… ;
  •   Embann, c’hoariva ha sonerezh a vremañ : emgavioù, « speed-booking », skrivadegoù, sonadegoù, annezioù, leurennoù digor … ;
  •   Kleweled ha TKK (teknologiezhioù ar c’helaouiñ hag ar c’hehentiñ) : produiñ ha skignañ abadennoù radio, tele, web-tele, sinema, meziantoù, rouedadoù sokial…

Lenn ar gemennadenn d’ar gazetennerien

Skoazellet eo Yezhoù Breizh gant ar Rannvro

Ur skoazell arc’hant a ro ar Rannvro da aozerien an div Sizhunvezh-se : 12 framm dibabet evit kalite an abadennoù raktreset ganto (da-heul ur galv da raktresoù kaset da 22 gevredigezh) a ranno etrezo ur budjed hollek a 43 600 €, ha ne vo ket roet ouzhpenn 5 000 € da bep Emglev Bro. Ar skoazell-se a zo unan eus an oberoù niverus a gas ar Rannvro da benn evit broudañ an dud d’ober gant ar brezhoneg war ar pemdez.

Politikerezh ar Rannvro evit yezhoù Breizh 

 

An « Emglevioù Bro » a gemer perzh en aozadur

War un takad resis e vod an Emglevioù Bro kevredigezhioù pe kevreadoù a gas sevenadur ha yezhoù Breizh war-raok. Plediñ a reont koulz gant an deskadurezh hag ar stummerezh d’an dud deuet, ha gant ar c’hrouiñ sevenadurel, an dudioù evit ar re yaouank pe ar sportoù hengounel... Kemer a reont perzh en aozadur an div Sizhunvezh-se.   

  •  7 Emglev Bro a aoz Sizhunvezh ar brezhoneg : Emglev Bro an Oriant (An Oriant), Emglev Bro Karaez (Karaez), Ti ar Vro Bro Leon (Lesneven), Ti ar Vro Kemper (Kemper), Ti ar Vro Landerne-Daoulaz (Landerne-Daoulaz), Ti Douar Alre (An Alre), Yezhoù ha Sevenadur (Sant-Ervlan)
  •  2 Emglev Bro a aoz Sizhunvezh ar gallaoueg : CAC Sud 22 (Sant-Karadeg), La Granjagoul (Parzieg) ;
  •  3 Emglev a aoz Sizhunezh ar brezhoneg hag ar gallaoueg : Emglev Bro Gwened (Gwened), Skeudenn Bro Roazhon (Roazhon), Telenn (Sant-Brieg).

Tags : Breton Gallo

Publié le


Partagez ce contenu