Gennad ar bageal hag ar mor
Micherioù ar mor : ur stummadur nevezus evit ar re yaouank

Da 38 400 € e sav ar skoaziadenn roet gant ar Rannvro d’ar Channel Marine Academy, ur programm kenlabour dreist an harzoù (a bep tu da Vor Breizh) savet evit reiñ da c’houzout d’ar re yaouank (tud gant diaesterioù, dilabour pe hep stummadur) peseurt stummadurioù a c’hellont kaout ha peseurt redoù micher a zo war dachenn ar mor. Mont a ra ar sammad-se d’ober an hanter eus koust ar stummadur ha goproù ar 15 stajiad, klaskerien labour etre 18 ha 25 bloaz, hag a heuilho ar stummadur-se evit kavout ul labour da vat en ur vicher stag ouzh ar mor. Er mare-mañ ma vez diaes d’ar re yaouank kavout ur vicher, ar Rannvro a sikour ar re etre 18 ha 25 bloaz hag a glask labour, dre reiñ arc’hant d’ar Channel Marine Academy.

Jeunes en formation dans le domaine des métiers de la mer
Emmanuel Pain

Palioù ar Channel Marine Academy :

•    gwellaat an implij gant ar re yaouank zo o chom en arvor
•    reiñ da anavezout micherioù ar mor ha reiñ muioc’h a droioù d’ar re yaouank da gavout labour
•    ober e doare ma pado ar gouiziegezhioù hag ar barregezhioù
•    kreskiñ ar c’hinnigoù stummañ ha skoulmañ liammoù etre an implijerien hag ar skolioù
•    broudañ embregerezhioù ar gennad da genlabourat war dachenn al labour.
Diouzh politikerezh ar Rannvro evit talvoudekaat micherioù ar pesketa hag ar bageal eo an arc’hantadur-se ha graet e vez e kenlabour gant obererien lec’hel pe rannvroel all : « Bageal e Penn-ar-Bed », Ti al labour hag ar stummañ micherel e Bro Brest ha Kefridiezh lec’hel Bro Brest.

Tags : Formation Mer

Publié le


Partagez ce contenu