Treuzdougen ha nammded
Ur servij « Mont d’an THR » nevez

Adalek ar 1añ a viz Eost emañ ar Rannvro oc’h arnodiñ ar « Mont d’an THR », ur sevij nevez evit skoazellañ an nammidi.

Personne en fauteuil roulant sur le quai de la gare de Rennes
Philippe Fraysseix

En he Brastres-ren moneduster eo en em ouestlet Rannvro Breizh, pennadurezh aozerez an THR, da zegemer an nammidi, adalek 2015, war he rouedad THR. Ar pal eo aesaat monedoneoù ar veajourien nammet etre an ti-gar hag he lec’hioù moned, ar c’haeoù hag an tren. Evit se e ro lañs d’un taol-arnod gant ur servij skoazellañ nevez kerkent hag ar 1añ a viz Eost. Mont a ray ar servij en-dro asambles gant ar servij broadel SNCF Accès Plus (www.accesplus.sncf.fr pe 0890 640 650). Graet eo evit an dud piaouet ganto ur gartenn zivarregezh pe ur gartenn leveadour/disluet brezel, hag ivez evit an dud en em gav en tiez-gar gant o c’hador-ruilh dezho.

Penaos ez a « Mont d’an THR » en-dro ?

Eeun eo an doare : pe e vo tud gant an nammidi en tiez-gar pe gallout a raint mont gant ur servij treuzdougen all d’an ti-gar tostañ ma c’hallo tud ober war o zro. Ar servij « Mont d’an THR » a sell 22 arsav outañ en takadoù Roazhon-Sant-Maloù Dinan, Brest-Sant-Brieg ha Felger-Laval : Sant-Maloù, Dinan, Dol, Komborn, Mousterel-an-Il, Sant-Marzh-an-Il, Sant-Jermen-an-Il, Kavaneg, Lanvezhon, Pontchaillou, Roazhon, Brest, Ar Forest, Landerne, Landivizio, Montroulez, Plouared, Gwengamp, Sant-Brieg, Felger, Ernée ha Laval.

Roit hoc’h ali !

Graet ho peus o mad eus ar « Mont d’an THR » ? Evit gwellaat ar servij hag astenn anezhañ un tamm muioc’h e 2014 ha lakaat anezhañ da dalvezout e Breizh a-bezh e 2015 e fell d’ar Rannvro degemer hoc’h ali dre ar c’houlennaoueg laouenidigezh-se.

 

Modelezhioù pleustrek : 
Evit mirout e veaj ez eo trawalc’h mont e darempred gant Contact’TER 48 eur da nebeutañ a-raok mont kuit :
- dre bellgomz er 0800 880 562 a Lun da Wener eus 7 eur a.m. da 8 eur g.m. (galv evit netra gant ur pellgomzer diloc'h),
- dre al lec’hienn www.ter-sncf.com/bretagne – rubrikenn « Deuit e darempred ganimp »,
- dre bostel er 02.99.29.90.35.

Da zeiz ar veaj e ranko ar beajour en em ginnig 30 munut da nebeutañ a-raok ar pred loc’hañ evit ma vo graet war e dro. Ma sav diaestaerioù e-pad ar veaj e c’haller ober gant ul linenn brim 0890 640 650 ha goude stokell 2 pe kas un SMS d’ar 0610 640 650.