Adkemer embregerezhioù
Trofeoù Brit 2013 evit c’hwec’h embreger breizhat nevez

Garedonañ a reont ar berzh a zo bet graet gant c’hwech adkemerer embregerezhioù, dibabet e-mesk 330 embregerezh adkemeret pe fiziet e re all, bet harpet gant ar font-rannvro Brit e Breizh er bloaz-mañ.


Charles Crié

Krouet e oa bet BRIT e 2007 gant Rannvro Breizh ha Kef ar Fiziadoù. Ur font-rannvro eo, a dalvez da aesaat an adkemer embregerezhioù bihan-tre (EBT) pe embregerezhioù bihan hag etre (EBE) e Breizh. Penaos ? O reiñ prestoù a enor d’an embregerien (eus 3 000 da 20 000 € hep gwarant ha hep kampi). Evel-se e vezont sikouret da greñvaat o fontoù dezho o-unan, hag e-se eo aesoc’h dezho amprestañ arc’hant digant ar bankoù. Evit bezañ harpet er mod-se e rank an embregerien derc’hel holl implijoù an embregerezh adkemeret (nemet ha dibosupl e vefe ar raktres anez cheñch an niver a implijidi en a-raok). Abaoe m’eo bet krouet en deus prestet Brit 13,7 M€ da 1700 a adkemererien (ha gant se o deus gallet ar re-se amprestañ 257 M€ digant ar bankoù). Dalc’het pe krouet ez eus bet ouzhpenn 7 400 a bostoù-labour e Breizh. E-mesk ar stignadoù fardet gant Rannvro-Breizh evit sikour raktresoù an embregerezhioù, e teu Brit da vezañ kreñvoc’h-kreñvañ, hag ar pal eo dont a-benn, e 2015, da sikour 350 a adkemererien bep bloaz.

Evit bezañ sikouret gant Brit, e berr gomzoù

Evit gallout bezañ sikouret gant ar font Brit, e ranker goulenn ouzh unan eus an 20 leurenn a zo gant Intrudu Breizh pe ouzh ar rouedad Embreger Breizh : ouzhpenn ar skoazell arc’hant, e vez sikouret an embregerien da brientiñ o raktres gant ar frammoù-se.

Loreidi Trofeoù Brit 2013

Anvet eo bet ar 6 embreger-mañ gant ur juri deuet eus leurennoù Intrudu Breizh ha kontrollet gant bodad-sturiañ BRIT :

  • Priz ar greanterezh hag an neveziñ
    Fillpack e Brieg
  • Priz an embreger a-stroll
    Appaloosa e Plouigno
  • Priz an embregerezh artizanel ha tiegezhel
    Karrdi Bourdais e Bagar-Morvan
  • Priz ar c’hresk hag ar c’hrouiñ implijoù
    Protec e Tregaeg
  • Priz an dastreiñ hag an embreger gant maouezed
    Renoux Menuiserie en Argantred-ar-Genkiz
  • Priz ar c’hrouiñ
    727 Sailbags en Oriant.