Labour-douar ha filierennoù rouez
Ur programm oberoù evit sevel gouennoù rouez eus Breizh

E Gwinien e vo roet lañs ent ofisiel da brogramm Kevread gouennoù Breizh, harpet gant an SLE Sevel loened ha Rannvro Breizh.

Ur vuoc'h vrizh-du eus Breizh
Ur vuoc'h vrizh-du eus Breizh JC Moschetti

Moc’h gwenn ar vro, yer koukoug Roazhon, deñved lanneier Breizh, saout melen Bro-Leon, gwenan du Eusa.... : darbet e oa bet d’an holl ouennoù-se mont da get e-kerzh an XXvet kantved. Bodet eo an holl dud entanet o deus sikouret da wareziñ anezho e-barzh Kevread Gouennoù Breizh. Gouzout a oar ar saverien-loened a-vicher pegen mat eo ar gouennoù kozh-se, ha niverusoc’h-niverus emaint er c’hevread-se bep bloaz. Hiziv, gant sikour teknikel an SLE Sevel loened e Breizh ha gant arc’hant Rannvro Breizh, e fell d’ar c’hevread lakaat ar gouennoù-se da badout, hag ivez talvoudekaat anezho hag ober muioc’h ganto er mereurioù. Un doare-ober disheñvel en ur blegenn ma vezer broudet da ergerzhet hentoù nevez gant enkadenn al labour-douar, an doareoù nevez da veveziñ, hag ar c’hlask gwerzh ouzhpennet er produiñ (dre an hentadoù berr gant produioù a-feson, e-mesk traoù all). 

Pevar hent

Meur a hent labour zo er programm oberoù :

• Derc’hel ha skignañ ur glad genetek yac’h ha diseurt e pep hini eus ar gouennoù-se,
• Talvoudekaat ar gouennoù eus Breizh, ar re a sav anezho hag o froduioù,
• Gwareziñ ha skignañ chemet ar vro a-fet al labour-douar,
• Reiñ sikour teknikel evit micherelaat ar mereurioù hag an ober gant gouennoù eus ar vro.