Daeadeg Diwanidi Breizh-Kef kengredit
Sébastien Simon, skiper diwanad nevez !

Kemer a raio paol ar Figaro Bretagne - Crédit mutuel evit daou vloaz, da-heul Corentin Horeau, goude bezañ bet trec’h en Daeadeg. Gourc’hemennoù ivez d’an daou c’hourfennad all, Nedeleg Bigi hag Hugo Kerhascoet, o deus stourmet betek penn !


Portrait de Sébastien Simon DR

Goude un heuliad kevezadegoù ar sizhun paseet e oa chomet rampo rik an tri gourfennad ; ar regata a hiziv en deus o dirampoet. Sébastien Simon eo eta ar skiper diwanad nevez ! Dont a ra war-lerc’h Corentin Horeau, neuze, a zeu da vezañ skiper kur. Bremañ ma’z eo bet dibabet Sébastien Simon war-lerc’h an « Daeadeg Diwanad Breizh-Kef kengredit » e kemero paol ur Figaro e-pad daou goulzad. E-pad ar stummadur-se a live uhel war ar redadegoù en donvor, kaset gant Pol Frañs Porzh ar Forest, e tougo livioù Breizh e kevezadegoù Kampionad redadegoù en donvor Frañs. Mont a raio evel-se e roudoù ar gampioned veur a zo tremenet dre an hent-se dija : Franck Cammas, Armel Le Cléac’h, François Gabart, Sébastien Josse, Yann Eliès...

Buhezskrid berr-ha-berr ar skiper diwanad nevez :
Sébastien Simon, 23 bloaz, a zo o chom er Sables d'Olonne (85), aotreed SNO Naoned.
Skiant-prenet : bigi-dre-lien skañv, Optimist ha goude 420. War-lerc’h J80 hag M34 evit ober Tro Frañs dre lien e bourzh ar Région Île-de-France, gant Jimmy Pahun ha… Nedeleg Bigi. Warlene e oa deuet en-dro d’ar 420 gant disoc’hoù heverk : 3e lec’h e Kampionad ar bed Valensia. Stummet da ijinour frammoù ha kemmeskadoù en ENSCBP Bourdel.


Christian Le Pape, Rener Pol Penn-ar-Bed redadegoù en donvor :


« Ar wech kentañ eo deomp rankout aozañ ur gourfenn d’ar gourfenn, abalamour ma oa chomet rampo-rik an tri martolod yaouank. Dic’hortoz-mik e oa, koulskoude, gant teir bag ! An tri faotr o doa graet o seizh gwellañ eus ar mañchad kentañ betek an hini diwezhañ ! Yaouank int – 23 bloaz dezho o zri – hag o tizoleiñ ar vag emaint ouzhpenn, met gouezet o deus redek e doareoù amzer start-kenañ, ma n’eo ket taer, ar sizhun paseet : ouzhpenn 30 skoulm avel a zo bet evit lod eus ar mañchadoù. Ur barr-avel zo bet memes en tu all da 45 skoulm ! Gourc’hemennoù da Sébastien, evel-just, a zeu a-benn da drec’hiñ goude kalz a suspens ! Gourc’hemennoù ivez da Nedeleg hag Hugo a zo ken barrek hag eñ da genderc’hel war an hent-se. Bremañ eo ret mont war-raok da vezañ e-mesk ar re wellañ ; reizh eo pa glasker dizoleiñ mailhed yaouank ha labour ar Pol eo e-barzh ar Filierenn a Wellentez Breizh-Kef kengredit. Ezhomm o deus labourat evit deskiñ penaos diarbenniñ gwell an traoù ha dibab ar pep mallusañ d’ober, unan eus an traoù pouezusañ pa verdeer en e-unan hag e Figaro. Live Sébastien, Hugo ha Nedeleg a zo hiziv war-dro an 20vet pe ar 25vet lec’h e Kampionad redadegoù en donvor Frañs. Martoloded an dazont int ; ret eo o c’halonekaat hag o sikour. »


Ur filierenn a wellentez evit ar redadegoù en donvor

Gant Rannvro Breizh ha Kef kengredit Breizh (a gemer perzh er bageal dre lien abaoe kalz a vloavezhioù) ez eo bet krouet ar filierenn a wellentez evit ar redadegoù en donvor Breizh-Kef kengredit, da ginnig da skiperien yaouank ur stummadur micherel digent da live uhelañ ar redadegoù en donvor, evel skiper « diwanad », skiper « kur » ha skiper « kentañ troc’h ».

 

Da lenn ivez :


Tags : Sport Mer

Publié le


Partagez ce contenu