Divizoù
Dalc’h an 12 hag an 13 a viz Kerzu 2013 berr-ha-berr

Gwelit divizoù pennañ ha kendivizoù an dalc’h e video.


Sten Duparc

War roll dalc’h diwezhañ ar bloavezh 2013 evit an 83 dilennad eus Kuzul-rannvro Breizh : ar c’hendiviz diwar-benn an Emglev evit dazont Breizh hag ivez heñchañ budjed 2014 (a vo danvez un dalc’h e miz C’hwevrer 2014), degemer ar strategiezh rannvroel evit an diorren armerzhel, an neveziñ hag an etrebroadelaat (SRDANE), ar politikerezh nevez da derkañ an tiriad hag ar c’hevratoù Rannvro-broioù da zont e-pad ar prantad 2014-2020, Steuñv oberoù aveerezh ar Rannvro, « Padus », benveg eus an Agenda 21 evit un dazont padus ha kengret…

Gouzout hiroc’h :
Prezegenn ar prezidant
Sintezenn an dalc’h
Videoioù ar c’hendivizoù

Ar roll-labour

  • Kendiviz diwar-benn "an Emglev evit dazont Breizh"
  • Heñchañ budjed 2014
  • Raktres an 3e divizad daskemm evit budjed 2013
  • Steuñv oberoù aveerezh ar Rannvro
  • Kemenn war Programm rannvroel ar yec’hed (PRY) 2012-2016 
  • Ur strategiezh rannvroel evit an diorren armerzhel, an neveziñ hag an etrebroadelaat
  • Ar politikerezh nevez da derkañ an tiriad evit 2014-2020
  • « Padus », benveg eus an Agenda 21 evit un dazont padus ha kengret
  • Ali war ar programm a-enep ar saotradurioù gant nitratoù al labour-douar
  • Kemm statudoù an DPKS "Arvest bev e Breizh"