Strategiezh ha diorren
Sinet eo an Emglev evit dazont Breizh

Goude bezañ bet votet digwener paseet e dalc’h ar C’huzul-rannvro, e oa bet sinet ent-ofisiel an Emglev evit dazont Breizh d’an 13 a viz Kerzu e Roazhon gant ar C’hentañ ministr Jean-Marc Ayrault.


Thomas Brégardis

D’ar 16 a viz Here paseet en doa adlavaret ar C’hentañ ministr e oa mennet ar gouarnamant da lakaat e pleustr, a-benn fin 2013, un « Emglev evit dazont Breizh » gant ar Rannvro hag an holl strollegezhioù. Savet eo bet e Breizh, goude ur miziad kendivizoù : pinvidikaet e oa bet ar steuñv gant ouzhpenn tregont emvod ha 100 kinnig a-berzh obererien bolitikel ha sokioarmerzhel ar vro. Ensellet e oa bet da gentañ d’an 10 a viz Kerzu gant Kuzul armerzhel, sokial hag endro ar rannvro, ha goude e oa bet breutaet gant dilennidi ar rannvro o doa mouezhiet d’an 12 a viz Kerzu e dalc’h ar C’huzul-rannvro.

Hervez Pierrick Massiot : « dizkouez a ra an Emglev evit dazont Breizh emaomp krog gant c’hoantoù nevez evit hor rannvro. »

Ar raktres emglev evit dazont Breizh

Diazezet eo an « Emglev evit dazont Breizh » war tri fost ha seizh dalc’h pouezus.

Tri fost

  • Darbaroù difrae da skoazellañ ar c’hopridi skoet gant steuñvoù sokial hag an tiriadoù breskaet gant adframmadurioù armerzhel, Penn-ar-Bed da gentañ tout.
  • Ar Steuñv labour-douar ha gounezvouederezh evit dazont Breizh.
  • Diarbennoù da skoazellañ kevezusted an embregerezhioù hag an tiriadoù,dre greñvaat ar c’hendiviz sokial, da skouer.

 

Seizh dalc’h pouezus

  • Rakwelout ha sikour ar c’hemmadurioù sokial ha greantel, harpañ ar postadurioù foran.
  • Kreñvaat Breizh evel ur rannvro broduus a-bouez.
  • Kreñvaat Breizh evel ur rannvro a-bouez war dachenn ar mor en Europa.
  • Diskouez gant nerzh identitelezh sevenadurel Breizh.
  • Donaat postadur Breizh er ouiziegezh.
  • Lakaat Breizh da vezañ digoroc’h d’an diavaez ha skoazellañ luskoù an tiriadoù,
  • Siellañ un emglev a fiziañs.

 

Diaporama sinadur an Emglev evit dazont Breizh

 

Goude bezañ bet votet d’an 12 a viz Kerzu gant ar vodadenn, e oa bet sinet ent-ofisiel an Emglev evit dazont Breizh d’an 13 a viz Kerzu e Roazhon gant ar C’hentañ ministr Jean-Marc Ayrault, Pierrick Massiot, prezidant Rannvro Breizh, ha Patrick Strzoda, Prefed-rannvro.

Da bellgargañ :


.
.
.
.
.
.
.

Thomas Brégardis

Voté le 12 décembre en assemblée, le Pacte d'avenir a officiellement été signé le 13 décembre à Rennes en présence du Premier ministre Jean-Marc Ayrault, de pierrick massiot, président de la Région Bretagne et patrick Strzoda, Préfet de région.