Treuzdougen foran
Derc’hel a reer da nevesaat an tiez-gar hag an ehanoù THR tost deoc’h

Kinniget e oa bet er sizhun dremenet garioù nes Moñforzh, ar Forest-Landerne hag ar Roc’h-Morvan a zo bet nevesaet nevez zo. Skouerioù int eus programm ar Rannvro evit nevesaat an tiez-gar hag an ehanoù tren herrek rannvroel (THR).


Mairie de Montfort-sur-Meu

O vodernaat he rouedad hentoù-houarn a-bezh emañ Rannvro Breizh. Bez’ emañ ar mell postadurioù liammet ouzh ar raktres « Breizh tizh bras » (al linenn a liammo beg Penn ar Bed ouzh Pariz e-korf 3 eurvezh), met ne zlefe ket kement-se kuzhat ar strivoù bras graet da nevesaat an tiez-gar hag an ehanoù THR nes, a zo pouezus-kenañ evit ma c’hello pep hini dilec’hiañ : "Rankout a ra an tizh bras bezañ spletus evit an holl gornadoù-bro", eme Gérard Lahellec, besprezidant ar Rannvro dileuriet evit an treuzdougen. Skouerioù mat eus ar youl-se eo an tiez-gar nevesaet n’eus ket pell zo : hini Moñforzh (budjed a 3 milion a euroioù evit sevel ur riboul danzouar, digeriñ ar c’haeoù d’an nammidi, neveziñ an arrebeuri), hini ar Forest-Landerne (budjed a 300 000 € evit adterkañ al lec’h a-bezh) hag ehan THR ar Roc’h-Morvan (budjed a 80 000 € evit sevel terkadurioù nevez). Nevesadur ar c’haeoù hag o arrebeuri, gwaskedoù nevez evit ar veajourien, talvouderioù KorriGo… : goude meur a vizvezh labourioù e c’hell beajourien THR Breizh implijout evel-se tiez-gar nevesaet tout, hervez meizad ar gar-liorzh lakaet da dalvezout bremañ e rouedad a-bezh THR Breizh.

Nevesaat ar 116 a diez-gar hag ehanoù THR

Gant he frogramm evit nevesaat ar 116 a diez-gar hag ehanoù THR e fell d’ar Rannvro gwellaat an holl servijoù pourchaset d’ar veajourien. Terket e vez an holl lec’hioù er rouedad hervez meizad ar “gar-liorzh” : klask a reer liammañ an tiez-gar ha kreiz ar c’hêrioù dre lec’hioù liesvod, akomod ha plijus war un dro, terket da zegas soñj eus al liorzhoù.

Tags : Trains Territoire

Publié le


Partagez ce contenu