Fontoù europat
Bilañs ha diaweladoù evit skoazelloù Europa e Breizh

Poellgor heuliañ ar fontoù europat e Breizh a oa bet bodet digwener tremenet d’ober ar gont eus ar programmoù 2007-2013 ha studiañ ar sevel programmoù europat war ar stern evit ar prantad 2014-2020.


Nicolas Job

Ur bloaz etre pouezus eo 2014 evit mererezh ar fontoù europat e Breizh. Graet en deus ar poellgor heuliañ, bodet e Brest, ur bilañs eus implij ar fontoù er programm 2007-2013 ha savet en deus un daolenn eus an diaweladoù evit ar programm 2014-2020 (leviet dreist-holl gant Kuzul-rannvro Breizh).

Bilañs ar programm 2007-2013 e Breizh

Etre 2007 ha 2013 e oa bet arc’hantaouet ouzhpenn 27 000 raktres gant ar fontoù europat, ar pezh en doa talvezet war-dro 582 vilion a euroioù a skoaziadoù. Spletus int d'an holl gornadoù-bro ha servijout a reont war un dro da raktresoù isframmoù bras, evel an tramgarr e Brest pe ar raktres Breizh Tizh Bras, ha da raktresoù lec’hel, evel ar skoazell d’al labourerien-douar, da c’hennad ar pesketaerezh ha da obererien eus diorren ar maezioù. Skoazellet e vez gant ar fontoù ivez raktresoù war ar c’hlask hag an diorren, teknologiezhioù ar c'helaouiñ hag ar c'hehentiñ (TKK) pe an endro.

Sellet ouzh skouerioù raktresoù arc’hantaouet

Diaweladoù evit ar programm 2014-2020

Diferet eo bet ar goloioù-arc’hant a vo meret war-eeun gant Rannvro Breizh. Ar sammadoù hag an ahelioù a zo bet divizet da-heul ur c’hendiviz gant holl gevelerien ar rannvro, evit ma klotfent eus ar gwellañ gant an tachennoù da blediñ ganto da gentañ tout e Breizh : pellder diouzh ar c’hreiz, kevredigezh niverel, bed ar mor, emglev tredan, digevatalderioù sokial ha tiriadel...

Evit ar FEDER (diorren ekonomikel ha rannvroel)

310,10 milion a euroioù evit an TKK, an enklask, an neveziñ, an diorren ekonomikel hag an diorren padus (energiezhioù nevezadus, efedusted energetek el lojeiz ha treuzdougen padus).

Evit an FSE (lodenn sokial)

59,20 milion a vo meret war-eeun gant ar Rannvro, heñchet davet stignadoù stummadur micherelaat evit ar glaskerien labour hag ivez evit an enklask a live uhel (kampus niverel)

Evit ar FELDAM (lodenn al labour-douar ha diorren ar maezioù)

368 milion a euroioù a vo meret gant ar Rannvro

Evit ar FEAMP (font evit an aferioù mor hag ar pesketaerezh), n’eo ket bet embannet c’hoazh ar sammadoù.