Tiriad hag identelezh
456 keveler evit ar merk Breizh

Abaoe miz Genver 2011, pa oa bet krouet ar merk Breizh, ez eus bet bodet 456 keveler gantañ : 207 embregerezh, 128 kevredigezh ha 121 aozadur publik ha lezpublik.

Logo de la Marque Bretagne

E fin miz Genver 2011 e oa bet Breizh o reiñ lañs d’he merk tiriadel hag hi ar Rannvro gentañ a Frañs o vont gant an hent-se. Ar pal eo lakaat war wel talvoudoù Breizh hag un identelezh voutin d’an holl obererien eus bed an embregerezhioù, an arzoù, an enklaskoù, ar c’helenn pe ar sport o deus c’hoant e vefe stag o anv ouzh ar vro hag he ferzhioù pennañ evit bezañ anavezet e Frañs pe er broioù all. Goude tri bloaz e konter bremañ 456 keveler oc’h implijout logo ar merk Breizh evit brudañ o oberoù. Ur bilañs ouzhpenn mat eo eta evit ar merk-se a sikour da ziorren dedennusted ha skeudenn Breizh en diavaez.

Un nebeud skouerioù eus kevelerien :

Armor-Lux, Hénaff, Guy Cotten, Guyader, Emvod ar Gelted en Oriant, an Erer Kozh, Skol-veur europat Breizh, Kef kengredit Arkéa, Le Coq Gadby, Bageal e Breizh, Brest Evénements Nautiques, Gwarez filmoù Breizh, Festival luc’hskeudennoù Gazilieg, Stad Roazhon, Laz-seniñ Breizh, Lorient Grand Large...

Ar meizad :

Ouzhpenn ul logotip pe ul lugan bountet war ar berzhidi a ya d’ober merk an tiriad. Er c’hontrol-mik ez eo stummet diwar un torkad arouezioù grafek, livioù ha gerioù hag a eztaol perzhioù heverk eus Breizh. Mont a reont d’ober arouezioù da welet pe da lenn hag a vo stag ouzh ar merkoù eus Breizh a ra dave d’ar rannvro pa vezont o vrudañ o zraoù.

Penaos ez a en-dro ?

Kontrol d’ur garta c’hrafek, kod ur merk zo ur reizhiad digor ha gwevn : ur voestad benvegoù e-kerz holl obererien Breizh, gant savlec’h ha talvoudoù ar merk, al logotip, seizh arouez, livioù, ur c’heriaoueg. Pedet eo ar strollegezhioù, an embregerezhioù, ar skolioù-meur pe ar c’hevredigezhioù da dapout elfennoù en o mesk, hep dilezel o identelezh dezho o-unan. Pep hini a sikouro evel-se da steuñviñ ur wiadenn etre holl obererien Breizh ha da sevel ur skeudenn greñv ha kempoell eus Breizh a-vremañ.