Terkadurioù porzhioù
Porzh Rosko : digoridigezh an danframmoù nevez

Echu eo, a-benn ar fin, al labourioù sevenet e porzh Bloskon etre 2009 ha 2013 gant Kambr kenwerzh ha greanterezh (KKG) Montroulez. Digoret eo bet an terkadurioù nevez d’an 28 a viz Mezheven, dirak Pierrick Massiot, prezidant Rannvro Breizh.


Région Bretagne

Koustet eo al labourioù 52 M€ ha 4 928 000 € a skoazell arc’hant zo bet digant ar C’huzul-rannvro, da lavaret eo ouzhpenn 9 % eus koust hollek ar raktres.

Al labourioù er porzh-pesketa :

  • Sevel ur c’hae gouestlet d’ar pesketa hag ur savenn-douar gemmesk kenwerzh/pesketa 5 000 m² he gorread
  • Sevel un etrepaouez 1 640 m² evit ar besketaerien a implij porzh Bloskon evel ul lec’hienn dilestrañ a-dost
  • Sevel ur c’hoc’hu-pesklennoù 660 m² (125 pesklenn e-lec’h 70 a-raok), staliañ ur silo skorn hag adframmañ ar c’hoc’hu-pesked

Al labourioù er porzh-kenwerzh :

  • Sevel ur chaoser
  • Diveinañ ha ravanelliñ takad treiñ-distreiñ al listri-treizh
  • Sevel ur c’hae hag ur savenn-douar gemmesk kenwerzh/pesketa

Krouiñ ur porzh-bageal don :

  • Ur chaoser da wareziñ kenkoulz lenn ar bigi-bageal evel hini ar bigi-pesketa pa vern ar mor er su-gevred
  • Ul lenn evit ar bigi-bageal gant 620 lec’h war bontonioù
  • Ur sav-maen kreiz evit gwareziñ lenn ar bigi-bageal ha reiñ an tu da vale warnañ (150 m x 9 m)
  • Un darsenn evit ar gorreer-bigi
  • Ur c’hal morañ hag abourzhañ
  • Ul leur garennañ hag ul leur deknikel