Tiriad Breizh ha niverel
Erruet eo ar « .bzh » !

Ar sizhun-mañ e teu ar « .bzh » war wel er gwiad goude dek bloavezh labour. Ar rannvro c’hall gentañ gant hec’h astenn Internet dezhi hec’h-unan e vo Breizh.

Sevel an teuliad goulenn, tolpañ ar skoazelloù, lakaat an testennoù gwirel hag an teknikoù ret war-sav... : dek bloavezh zo bet rekis evit ma vefe asantet lakaat war-sav ar .bzh e miz Mae 2013 gant an ICANN (an aozadur a reol Internet dre ar bed). Sevenet e oa bet ar gefridi gant ar gevredigezh .bzh, skoazellet da gentañ-penn gant ar Rannvro. A-benn ar fin e teuio an astenn « .bzh » war wel er gwiad, etre miz Mezheven ha miz Kerzu 2014, etre peder gwech :

Chomlec’hioù kentañ e « .bzh » adal hiziv

Ar gevredigezh .bzh, Rannvro Breizh ha Poellgor-rannvro an touristerezh (PRT) eo an tri aozadur kentañ a c’hell ober gant an astenn .bzh, e pevar lec’hienn : hini ar gevredigezh www.pik.bzh, re ar Rannvro e galleg hag e brezhoneg (www.region.bzh ha www.rannvro.bzh) hag hini PRT e galleg (www.tourisme.bzh).

Lec’hiennoù kevelerien gentañ ar « .bzh » e-kerzh an hañv

Tamm-ha-tamm e teuint war-wel war ar Genrouedad e-kerzh an hañv, gant skoazell deknikel Kevredigezh Frañs evit an envel war Internet dre genlabour (KEFEIK), a ver ar « .fr » hag a zo keveler teknikel evit astenn rannvroel Breizh.

Gwerzhañ an anvioù domani adal miz Gwengolo

Kroget e vo da werzhañ an anvioù domani e « .bzh » e miz Gwengolo, da gentañ d’an dalc’herien merkoù hepken ha goude, e miz Du, da strollegezhioù, da gevredigezhioù ha da oberourien armerzhel ar rannvro.

Digor e vo ar « .bzh » d’an holl e miz Kerzu

Digor e vo ar « .bzh » d’an holl e miz Kerzu, zoken d’an hiniennoù a c’hello prenañ o anv domani ivez digant ar burevioù enrollañ aotreet, evit herberc’hiañ o lec’hienn web personel, o blog pe evit o chomlec’h postel traken.

Pegen pouezus eo ar « .bzh »

Gant an astenn-se e vo talvoudekaet ha lakaet muioc’h war wel an obererezhioù armerzhel, kevredigezhel ha sevenadurel liammet ouzh Breizh. En un doare fetisoc’h e c’hello ar « .bzh » sikour :

  • da ziorren gennad teknologiezhioù ar c'helaouiñ hag ar c'hehentiñ (TKK) dre ginnig un dibab ledanoc’h ha reishoc’h d’an embregerien pa grouint o embregerezh

  • da ziorren servijoù nes nevez (d. s. bigi.bzh, letiou.bzh hag all) hag oberoù kehentiñ rannetoc’h (evit obererien an touristerezh, evit an embregerezhioù hag an ensavadurioù a bled gant tud Breizh, evit produioù ar rannvro da vezañ lakaet en a-raok...)

  • da stourm a-enep ar frailh niverel pa c’hello an TKK bezañ implijet gant tud nevez (embregerezhioù pe hiniennoù) desachet gant efed un astenn « tostoc’h d’an dud »

  • da ziorren identelezh sevenadur ha yezh Breizh.