Touristerezh
"Kalon Breizh" : ur vro nevez evit an douristed e Breizh

Goude Breselien, Kemper-Kerne, Brest-Douaroù ar meurvor... Kalon Breizh eo an hini nevesañ eus ar broioù evit an douristed a zo bet roet lañs dezhi gant Rannvro Breizh d’ar 4 a viz Gouere e Sant-Jelven. Dek anezho a vo en holl.


Simon Bourcier CRTB

Kornadoù-bro dedennus-kenañ, gant dremmwelioù hag ur glad sevenadurel diseurt-tre, eo an dek "bro evit an douristed" savet gant Rannvro Breizh. Un dra dibar zo avat : treset eo bet ar gartenn douristel nevez-se eus Breizh gant ar vakañserien o-unan. Ar pal evit ar rannvro eo desachañ muioc’h a dud ha brudañ muioc’h pinvidigezh an dek kornad-se.

Menez Are, koad an Uhelgoad, lenn Gwerledan, kanol Naoned-Brest... Puilh eo al lec’hiennoù hag an dremmwelioù heverk er vro nevez-se, a-ramp war dri departamant. En em astenn a ra eus Pleiben er c’hornôg da Loudieg er reter, eus Kallag en norzh da Bondi er su. Kavell ar fest-noz eo ar c’hornad-bro "Kalon Breizh", hag eno e vez kalz abadennoù, festival an Erer kozh, Kêrioù ar glad... Setu ur vro nevez d’ober anaoudegezh ganti en hañv-mañ neuze.


Tags : Tourisme

Publié le


Partagez ce contenu