Touristerezh ha strategiezh
Dek bro evit an douristed d’ober anaoudegezh gant Breizh

Evit gwellaat c’hoazh dedenn Breizh he deus divizet ar Rannvro brudañ dek bro evit an douristed hag a glot gant... an takadoù a ra anaoudegezh ganto ar weladennerien o-unan.


Emmanuel Berhier

Evel ma’z int bet tennet eus an takadoù a ra ar vakañserien o-unan anaoudegezh ganto e klot gwell an dek bro lakaet a-nevez d’ober Breizh gant gwirvoud an ekonomiezh touristel. Anavezet mat eo Breizh gant an douristed met ur studiadenn gant Arsellva rannvroel an douristed he doa diskouezet e veze gwelet ganto takadoù bras er vro, lod anavezet dija, re all o tont war wel : « ar Mor Bihan » « Breselien », « Aod ar Vein Ruz », « Sant-Maloù », « Kerne »... Diwar ar fed-se ez eus bet treset ur gartenn douristel nevez a Vreizh ha savet strategiezh ar strollegezh rannvroel evit diorren an touristerezh, asambles gant obererien an dachenn (aozadurioù micherel, kambr kenwerzh ha greanterezh Breizh...) : diskouez a ra ar gartenn-se ivez youl holl obererien ar gennad, koulz publik evel prevez, da labourat asambles er rannvro. Ar soñj eo brudañ pinvidigezh an dek bro-se ha krouiñ ivez, er framm nevez-se, chomadennoù berr ha kinnigoù prest-kaer evit bastañ da ezhommoù nevez an douristed a hiziv.

Dek bro Breizh

Roet ez eus bet lañs d’ar broioù kentañ dija (abaoe nevezamzer 2013) : Breselien, Kemper-Kerne, Brest Douaroù ar Meurvor, Bae Sant-Brieg – Pempoull – ar C’haboù ha, nevesoc’h zo, Kalon Breizh. Ar re all a vo lakaet war-sav d’o zro unan-hag-unan.