Touristerezh
Pont-treuzell nevez Menez-Mikael-ar-Mor digoret d’an dud war droad

Abaoe an 22 a viz Gouere e c’hall an dud war droad a fell dezho gweladenniñ Menez-Mikael-ar-Mor tremen dre ar pont-treuzell. Gant hennezh e teu ar menez da vezañ un enezenn en-dro tamm-ha-tamm.

Le nouveau pont-passerelle du Mont Saint-Michel
Thomas Jouanneau

Kendalc’het e vo al labourioù war al leurenn e-harz ar ramparzhioù betek miz Here 2014. En diskar-amzer e vo digoret an hent nevez ent ofisiel, ha gallout a reor mont gantañ e forzh peseurt mod. En diskar-amzer ivez e vo kroget da ziskar ar chaoser-hent eus an XIXvet kantved ha da gleuzañ eil kanol ar C’houenon war-zu reter ar Menez. Setu m’eur sur bremañ e vo peurechu al labourioù a-benn 2015. Renevezet da vat e vo al lec’h da neuze, goude spurañ ar parklec’hioù kozh, 15 hektar enno, a oa war dachenn ar mor. Gallout a ray ar C’houenon adstummañ e aber, hag e-se distreiñ da gelc’hiañ Menez-Mikael-ar-Mor gant e ziv vrec’h.

Ar reverzhioù e-pad an hañv

Fourradennoù en tu all da 110 a vo, ha gant ar reverzhioù-se e vo pennadoù ma vo ar Menez ur gwir enezenn. Evit gwelet an arvest-se diouzh ar gwellañ ez eo dav deoc’h bezañ war al lec’h un eur da nebeutañ a-raok an uhelvor. Digoust e vo ar parklec’h hag ar busoù eus 7e gm da hanternoz.

Eost

  • D’al Lun 11 a viz Eost 2014 : gwezhiader 110 da 20e37

  • D’ar Meurzh 12 a viz Eost 2014 : gwezhiader 112 da 9e04 ha 113 da 21e23

  • D’ar Merc’her 13 a viz Eost 2014 : gwezhiader 112 da 9e48 ha 110 da 22e07 

Gwengolo

  • D’ar Meurzh 9 a viz Gwengolo 2014 : gwezhiader 113 da 20e20

  • D’ar Merc’her 10 a viz Gwengolo 2014 : gwezhiader 115 da 8e44 ha 115 da 21e04