Yezhoù rannvro
Koulzad brudañ : kemerit kentelioù brezhoneg !

E Sant-Brieg, d’an 9 a viz Gwengolo tremenet, e savadurioù an Tolpad-kêrioù, e oa bet roet lañs d’ar c’houlzad bloaz evit brudañ ar c’hentelioù brezhoneg d’an dud deuet.


Pascal-Perennec

« Dleet e vije bet dezhi kemer kentelioù brezhoneg marteze ! » a c’haller lenn war skritell Ofis ar brezhoneg, ma weler ur plac’h yaouank o tiskouez un tatou merket warnañ « Queen Hamann » (Kouign Amann skrivet fall). Gant Ofis publik ar brezhoneg e vez aozet ingal koulzadoù brudañ bras e Breizh, evit reiñ c’hoant d’an oadourien da gregiñ gant kentelioù deskiñ brezhoneg. Evit ar c’houlzad-mañ ez eus bet tennet 900 skritell vras a c’haller gwelet e rouedadoù kledourennoù bus departamantoù Penn-ar-Bed, ar Mor-Bihan hag al Liger-Atlantel. Ouzhpenn 220 kumun a gemer perzh er bloaz-mañ er c’houlzad brudañ evit kelaouiñ an dud dre skritelloù pe follennoù-pleg. Dav menegiñ e vo amprouet un hentenn nevez e Kornôg Kreiz-Breizh : gallout a raio an deskerien dibab ar « pakad brezhoneg » ha mont da gentelioù noz ha da stajoù dibenn-sizhun war un dro.

Sifroù ar c’helenn d’an dud deuet

- 3400 a dud zo enskrivet er c’hentelioù sizhuniek d’an oadourien
- Gant 250 stajiad er bloaz-mañ e weler nag a startijenn zo gant ar stummadurioù hir
- Ouzhpenn 1000 a dud zo bet o priziañ o live brezhoneg dre dremen un Diplom Barregezh war ar Yezh : berzh a ra an diplom Stad-se.


Ofis publik ar brezhoneg
Un aozadur publik eo a zo bet krouet gant ar Stad, Kuzul-rannvro Breizh, Kuzul-rannvro Broioù al Liger ha Kuzulioù-departamant al Liger-Atlantel, ar Mor-Bihan, an Il-ha-Gwilen, Aodoù-an-Arvor ha Penn-ar-Bed.