Beaj kentañ
Erru eo ar « Regio 2N » e rouedad THR Breizh

Un tren herrek rannvroel nevez, daou estaj ha livioù Rannvro Breizh dezhañ, a vo o vont war hentoù-houarn Breizh adal miz Du. Ar veaj kentañ a oa bet graet gantañ dimerc’her etre Dol ha Sant-Maloù.


Charles Crié

Ouzhpenn 10 milion a veajoù a vez bep bloaz, da lavaret eo 50 % ouzhpenn e-skoaz un dek vloaz bennak zo : dizehan e kresk an niver a veajourien en trenioù rannvroel ! Evit degemer an holl anezho e vo degaset tamm-ha-tamm e rouedad THR Breizh, a-benn miz Ebrel 2016, ar 17 tren daou estaj Regio 2N, urzhiadet e 2010 gant Rannvro Breizh evit klokaat he farkad trenioù (ur budjed 200 M€). Unan eus ar rannvroioù kentañ eo a lakaio an trenioù nevez-se da vont en-dro. Ijinet ha savet int bet gant Bombardier el labouradeg c’hall staliet e Crespin, e norzh Frañs. Kalz muioc’h a azezennoù zo en trenioù Regio 2N (etre 350 ha 500 e-skoaz 270 d’ar muiañ en THR all) ha gallout a reor kreskiñ neuze eus 25 % an niver a blasoù kinniget da implijerien an THR war al linennoù Roazhon-Sant-Maloù (adal miz Du kentañ), Roazhon-Kemper, Roazhon-Sant-Brieg-Brest ha Roazhon-Gwitreg ivez. Evel ma vo kresket an niver a azezennoù betek ouzhpenn 20 000 en holl er rouedad a-bezh, e vo disammet al lodenn vrasañ eus an trenioù a vez leun betek re da eurioù zo.

Le voyage inaugural du Regio2N from Région Bretagne on Vimeo.

 

Eurioù an THR hag an TTB etre Roazhon ha Dol d’ar 15 a viz Here

Roazhon - Dol
Eurioù an THR hag an TTB etre Roazhon ha Dol d’ar 15 a viz THR da 9 e 40 (erru da 10 e 17)
TTB da 9 e 59 (erru da 10 e 29)
Dol - Roazhon
THR da 1 e 09 gm (erru da 1 e 49 gm)
THR (Regio 2N) da 1 e 57 gm (erru da 2 e 30 gm)
1 An trenioù THR all er rouedad a ginnig 270 plas d’ar muiañ.