Kartenn ar Broioù evit an douristed
Deuet eo Aod ar Vein Ruz da vezañ ur Vro evit an douristed

Gant ar Rannvro ez eus bet kaset ul labour e-touez ar vakañserien a zarempred Breizh evit lakaat war-wel un dek bro bennak anavezet gant an douristed : "Breselien", "ar Mor Bihan"... hag hiziv "Aod ar Vein Ruz - Bae Montroulez" zo deuet da vezañ Broioù evit an douristed, kenstag ha dedennus.


Kêr gouronkañ Trebeurden, en Aodoù-an-Arvor Marc Schaffner

« Breselien » zo anavezetoc’h gant an douristed eget « Koad Pempont ». Divizet he deus ar Rannvro, neuze, krouiñ ur gartenn gant Broioù evit an douristed diazezet war an takadoù bras darempredet, evit chom enno pe diwar dremen, gant ar vakañserien aterset diwar-benn an dra-se gant Arsellva rannvroel an touristerezh (ART).

Deuet ez eus 10 korn-bro kempoell war-wel diwar ar c’hendivizoù-se. An takadoù touristel-se ne reont ket forzh gant ar bevennoù melestradurel. Ha pal ar Broioù-se eo, dres, kinnig un aozadur nevez eus an touristerezh e Breizh, diazezet war ar pezh a ra ar weladennerien. Broudañ a reer obererien an touristerezh en un heveleb Bro evit an douristed, goude, da labourat a-gevret evit kinnig chomadennoù berr ha formulennoù prest-ha-tout hag a responto da c’hoantoù an douristed.

Muioc’h war-wel ha dedennusoc’h

Eus ar C’hornôg d’ar Reter ec’h astenn ar Vro evit an douristed "Aod ar Vein Ruz – Bae Montroulez", eus Bro-Leon da zouaroù an Arvor, gant Bro-Dreger a-bezh, etre Montroulez ha gourenez Lezardrev. Dre veur a lec’h e c’haller mont e-barzh ar Vro-se, a zo enni lec’hiennoù brudet-kaer, ur glad naturel hep e bar, buhez, un hêrezh sevenadurel dedennus ha gweledvaoù arouezius en Arvor hag en Argoad.

Luc’hskeudennoù eus Aod ar Vein Ruz - Bae Montroulez



© Emmanuel Berthier
© Bernard Begne
© Yannick Le Gal
© Emmanuel Berthier
© Alexandre lamoureux


Tags : Tourisme

Publié le


Partagez ce contenu