Résultats de l'appel à projet
Gouel Breizh adarre a-benn an Nevez-amzer

Da-geñver Gouel Breizh e vez fest e-pad 10 devezh gant tost 300 abadenn e Breizh hag e lec’h all. Ouzhpenn 200 000 arvester a oa bet e 2014. Kalz raktresoù zo bet roet lañs dezho dija met c’hwi ivez a c’hall kemer perzh er festoù ha bezañ lakaet war-wel gant an emgav bras-se eus sevenadur Breizh.


Philippe Erard

Etre ar 16 hag ar 25 a viz Mae e vo Ledenez Vreizh en ur mor a festoù. Kaout plijadur, krouiñ traoù, evel ma vez graet alies e Breizh a-hed ar bloaz, setu aze linenn-stur ar 7vet gouel. Sonadegoù, arvestoù, raktresoù sevenadurel liesseurt, souezhus, birvidik... A vloaz da vloaz, abaoe 2009, e vez nevesaet, pinvidikaet hag ezporzhiet programm Gouel Breizh. Abadennoù a vo e Breizh a-bezh, met ivez e Pariz hag e lec’h all dre ar bed, e kement lec’h ma plijo da vignoned Breizh en em gavout evit bezañ asambles, dañsal ha kanañ.

N’eo ket re ziwezhat

N’eo ket re ziwezhat evit en em gavout ganimp hag aozañ un abadenn a gloto gant ar soñjoù-se. Betek ar 16 a viz Meurzh e c’hall an dud kinnig raktresoù evit kemer perzh er Gouel ha gallout ober gant an dafar brudañ kinniget gant ar Rannvro : programm, lec’hienn a-ratozh-kaer, bezañ lakaet war wel er rouedadoù sokial, skritelloù, gitonioù... Gant an hollad traoù-se e c’hall an arzourien bezañ brudet gwelloc’h ha kas uhel livioù Breizh.

 

Kemerit perzh e programm Gouel Breizh ha deuit e darempred ganimp diouzhtu hag a-raok ar 16 a viz Meurzh, dre ar chomlec’h-mañ :

fetedelabretagne@region-bretagne.fr pe dre bellgomz er 02 23 51 87 16

 

Tags : Arts et culture

Publié le


Partagez ce contenu