Terkerezh an tiriad
Menez-Mikael deuet da enezenn en-dro

Setu disoc’h tost 20 vloaz a studi hag a labourioù, pazenn ziwezhañ terkadur bae Menez-Mikael. Digwener e oa bet distrujet ar chaoser a stage ar Menez d’an douar-bras. Souezhus-eston e oa an dra-se dija ha boemusoc’h c’hoazh e oa bet gant ar mareoù kreñv-kenañ.


Thomas Jouanneau

Kalz istorioù zo en-dro da Venez-Mikael, ha pa vefent gwirion pe mojennel. Dont a raje ar mor war-raok d’an daoulamm, lonket e vije pirc’hirined gant ar bouktraezh, un enezenn a vije eus ar Menez...

An dra ziwezhañ-mañ n’eo ket mui ur sorbienn eus ar Grennamzer hepken. Kroget eo distruj ar chaoser-hent, savet e 1879. Ar bazenn ziwezhañ eo evit resteurel e berzh mor d’ar Menez : digwener eo bet dispartiet ar Menez a-bezh eus an douar-bras gant ar mare kreñv etre 7 e 50 ha 9 e 10 noz.

Dorn Mab-den

Menez-Mikael hag e vae zo unan eus al lec’hiennoù touristel a vez gweladennet ar muiañ e Frañs. Anavezet eo bet kened dibar al lec’hienn pa’z eo bet lakaet div wech war roll ar glad bedel gant an Unesco (1979). E-maez an amzer eo an taol-kaer a oa bet graet a-fet savouriezh hag an unvaniezh dreistordinal gant ar bae, evel ma faote d’e saverien.

Er gouzout a ra an douristed : bep bloaz e teu tost da 2,5 vilion a weladennerien eus ar bed a-bezh hag e chomont bamet dirazañ. Met ne oa ket mat a-walc’h ken an aozioù gweladenniñ, nag e-keñver brud al lec’h, nag e-keñver c’hoantoù an dud, eme ar verourien : "Soñjet eo bet pep tra en-dro, neuze, evit ma vefe adkavet e voem kollet tamm-ha-tamm gant ar « Roc’h »."

A-hed ar c’hantvedoù hag oberoù Mab-den ez eo kresket ar gouelezenniñ en-dro d’ar Menez : polderaat, sevel ar chaoser-hent, ar stankell gant dorioù-skarzh… Tamm-ha-tamm en doa kilet ar mor hag ez ae war-raok an douar hag ar pradoù-sall. Ur parklec’h pemzek hektar e-harz ar mogerioù a zistrese an ardremez mor abaoe ouzhpenn 50 vloaz.

20 vloaz a labour

Kroget e oa bet gant ar studi adal 1995. Dek vloaz diwezhatoc’h e oa bet boulc’het al labourioù evit adkavout da vat ardremez mor ar Menez. Ur stankell nevez a implij nerzh dourioù mesket ar mor hag ar stêr abaoe 2009. Gwelet e vez an disoc’hoù en-dro d’ar Menez dija ha kadarnaet int gant muzulioù skiantel ingal. Gant skarzherezh naoz ar C’houenon ha dourañ en-dro plegenn Moidrey ez eo kresket ar c’hementad dour a c’hall kas ar stêr ha nerzh ar skarzhadennoù reoliet. Kemmet eo bet penn-da-benn an doare da vont eus an douar-bras d’ar Roc’h : lamet eo bet ar 15 hektar a barklec’h hag ar chaoser-hent, a stanke red ar mareoù abaoe ouzhpenn 130 vloaz, zo war-nes bezañ distrujet ivez.

Budjed : kalz kevelerien

Evit resteurel e berzh mor d’ar Menez ez eus bet postet 184,74 M€ war-eeun gant ar strollegezhioù foran. Unaniezh Europa, ar Stad hag izili ar sindikad kemmesk (Rannvro Normandi-Izel, Rannvro Breizh, departamant la Manche, departamant an Il-ha-Gwilen), ajañsoù dour Saena-Normandi ha Liger-Breizh o deus holl arc’hantaouet al labourioù.

Titouroù pleustrek

Pa vez bras ar mor, n’haller ket mont e-barzh ar Menez e-pad ur pennad rak beuzet e vez ar reper e traoñ ar mogerioù. An dreuzell nevez, avat, n’hall ket bezañ beuzet, forzh pegen uhel e vefe ar gourlen. Evit gwelet ar Menez gronnet a zour hep diaezamant e alier d’an dud erruout war ar Roc’h un euriad hanter a-raok ar gourlen pe chom war ar pont-treuzell a ro an tu da welet ar Menez gronnet gant al lanv ha roc’h Tombelaine.


Skeudennoù eus trowardroioù nevez Menez-Mikael

Le Mont lors de la grande marée de janvier 2015
Les touristes arrivent sur le Mont à pied ou en navette
Les remparts immergés
Le nouveau centre d'informations touristiques
Des navettes sont en accès libre
Le barrage sur le Couesnon

Thomas Jouanneau


Tags : Tourisme

Publié le


Partagez ce contenu