Touristerezh
Tost klok eo kartenn ar broioù evit an douristed !

Ul labour enklask zo bet renet gant ar Rannvro e-touez ar vakañserien a zeu da Vreizh evit lakaat war-wel un dek lec’h bennak anavezet mat gant an douristed : "Breselien", "Mor Bihan Gwened"... Pa zalc’her kont eus ar broioù-se e saver ur gartenn eus Breizh ha ne glot ket he harzoù gant ar re velestradurel. Grit anaoudegezh ganto war-bouez ar gartenn hag ar skeudennoù !

Vue d'une personne sur une plage
Yannick Legal - CRTB

Anavezet gwelloc’h eo « Breselien » eget « Koad Pempont » gant an douristed. Pa oar an dra-se he deus divizet ar Rannvro sevel ur gartenn eus ar broioù evit an douristed, da lavaret eo eus an takadoù pennañ darempredet gant ar vakañserien bet goulennataet war an danvez-se gant Arsellva rannvroel an touristerezh. 

10 korn-bro kempoell zo bet lakaet war-wel e fin an divizoù. Bevennoù an diazadoù darempredet gant an douristed ne glotont ket gant an harzoù melestradurel. Ha setu just a-walc’h pal ar broioù evit an douristed : kinnig un doare nevez da aozañ an touristerezh e Breizh, diazezet war boazioù ar weladennerien. Goude-se eo bet galvet an obererien eus ar memes Bro da genlabourat evit kinnig chomadennoù berr ha formulennoù graet-ha-tout diouzh ezhommoù an douristed.

Sifroù pennañ an touristerezh e Breizh

Ar bedervet rannvo eus Frañs a-fet niver an douristed eo Breizh hag ar rannvro anavezetañ eo ivez. An hini gentañ eo ivez war dachenn ar moraerezh hag ar c’hoarioù-dour.

  • 9 milion a weladennerien ar bloaz,

  • 93 milion a nozvezhioù tremenet er vro,

  • 66 000 a implijoù ar bloaz well-wazh, tost da 75 000 en uhelamzer (8% eus produadur diabarzh kriz Breizh),

  • 876 a letioù gant 50 600 a weleoù

  • 738 a dachennoù-kampiñ rummet, da lavaret eo 272 000 a blasoù

Ar broioù evit an douristed

Breizh Liger Meurvor

Breizh Liger Meurvor zo bro an dour ha kalz a berzhioù mat he deus : en arvor ar meurvor atlantel, kêrioù kouronkañ brudet, porzhioù-pesketa buhezek, Sant-Nazer hag he mordreizherioù... Hag en douaroù, ur c’heinvro gant stêrioù, kanolioù ha geunioù ; ur bed drezañ e-unan a zedenn muioc’h-mui a weladennerien. Ar vro-se zo ivez un doare « kreisteiz Breizh », heoliek ha diskuizhus, ma c’hall an dud pleustriñ an holl obererezhioù dour hag ober a bep seurt baleadennoù.$

 

Su Breizh – Mor Bihan

 

Su Breizh – Mor Bihan he deus kalz a berzhioù mat, en o zouez Mor Bihan Gwened, ken stank ennañ ar gweledvaoù espar etre douar ha mor, hag a zo bet roet dezhañ al label « Park natur rannvroel » nevez zo, ur glad henoniezh brudet er bed a-bezh, ur bern abadennoù hag obererezhioù stag ouzh ar mor, hag ul lañs sevenadurel splann.

 

Sant-Maloù - Bae Menez-Mikael-ar-Mor

 

An holl a oar petra eo Menez-Mikael-ar-Mor. Hep mar ebet ez eo unan eus baeoù kaerañ ar bed, ha lakaet eo war roll glad bedel an UNESCO abaoe 1979. Menez-Mikael-ar-Mor zo unan eus lec’hioù Frañs a vez gweladennet ar muiañ gant an douristed, hag anavezet mat eo ivez mareoù bras Sant-Maloù... Anat eo e vez dedennet an dud gant ar bae hag ar gêr-greñv a zo lec’hioù priziet-kaer dija ha ma vez graet brav d’an douristed.

 

Breselien

 

Mojennoù Arzhur, glad, natur, sioulder... N’eo ket dre zegouezh ma oa "aet ar maout" gant bro Breselien– a-ramp war tri departamant – er penn-kentañ. E spered ar weladennerien ez a d’ober un unanenn, un douar mojennoù ijinet a-raok bezañ gweladennet, un tamm dizro ha war un dro aes mont di, dre ma n’emañ ket pell diouzh diazad Roazhon.

 

Kemper Kerne

 

Kalz a berzhioù mat he deus Bro-Gerne evit dedennañ ar weladennerien. Priziet e vez kenkoulz abalamour d’ar bern lec’hioù dibar a zo eno (Beg ar Raz, Kemper, ar Gêr Gloz e Konk-Kerne, Enez-Sun, inizi Glenan,Pont-Aven, Lokorn ha kement zo) hag abalamour d’he buhezegezh sevenadurel ha d’ar boued.

 

Brest Douaroù ar Meurvor

 

Kalz a berzhioù mat he deus Bro Brest : dremmvroioù espar ha danvezioù naturel souezhus, kalz lec’hioù dudi ha da weladenniñ, un darempred kreñv gant ar mor, gant ur sevenadur hag ur glad-mor pouezus ha ur plas bras evit ar moraerezh...

 

Kalon Breizh

 

Menez Are, koad an Uhelgoad, lenn Gwerledan, ar ganol eus Naoned da Vrest... Kalz a lec’hiennoù ha dremmvroioù dibar zo er vro-se a zo a-ramp war dri departamant ivez. Kavell ar festoù-noz eo « Kalon Breizh » hag eno e vez aozet ur bern abadennoù sevenadurel evel festival an Erer kozh, Kêrioù ar glad...

 

Aod ar Vein Ruz – Bae Montroulez

 

Bro Aod ar Vein Ruz – Bae Montroulez en em astenn a gornôg da reter, eus Bro-Leon da zouaroù an Arvor, gant Bro-Dreger a-bezh, eus Montroulez da c’hourenez Lezardrev. Diseurt eo ar vro, gant lec’hiennoù brudet-bras, ur glad naturel espar, un hêrezh sevenadurel dedennus ha dremmvroioù dibar en arvor hag en argoad.

 

Bae Sant-Brieg – Pempoull – ar C’haboù

 

Kêrioù kouronkañ brudet (Sant-Ke-Porzh-Olued, Pleneg-Nantraezh...), ur pol kêrioù ouzhpenn 100 000 annezad ennañ, lec’hioù labelaet Kêrioù bihan neuziet-kaer, lec’hiennoù ha dremmvroioù espar, gwarezet hag aes mont dezho, kalz a abadennoù sevenadurel a-hed ar bloaz, ur glad mor pinvidik-kenañ : stank eo perzhioù mat ar vro-se ! Aes e oa mont di dija, met aesoc’h e vo c’hoazh a-raok pell pa vo savet al linenn tizh bras hag an aveadurioù tro-ha-tro. Ganti e vo Sant-Brieg war-hed 40 munut diouzh Roazhon ha 2e10 diouzh Pariz.

 

Roazhon ha dorioù Breizh

 

Kavell sevenadur ar vro c’halloù eo bro Roazhon ha dorioù Breizh, ma kej ar glad sevenadurel hag ar glad naturel, lañs an arzoù ha baleadennoù er glasvez. Un nor d’al ledenez a-bezh eo kêr-benn Breizh, hag a-benn nebeut e vo liammet ouzh Pariz dre al linenn tizh bras, evit mont da vakañsiñ da Vreizh dindan 1 eurvezh hanter !

 

Inizi Breizh a yelo d’ober an 11 vet bro.

 

Skeudennoù eus ar broioù evit an douristed

 

Quimper - Cornouailles - Clohars-Carnoet, port de Doelan au lever du jour (Emmanuel Berthier)
Brocéliande - Un randonneur au Val sans retour dans la forêt de Brocéliande (Emmanuel Berthier)
Bretagne sud - Golfe du Morbihan - Les îles du Ponant (Xavier Dubois)
Rennes et les portes de Bretagne - Vue sur le château de Fougères (Yannick Le Gal)
Brest Terres Océanes - La pointe Saint-Matthieu (Pierre Torset)
Baie de Saint-Brieuc - Paimpol - Les Caps - Moulin du Birlot, île de Bréhat (Xavier Dubois)
Saint-Malo - Baie du Mont-Saint-Michel - La Rue du Jerzual, à Dinan (Emmanuel Berthier)
La côte de granit rose - baie de Morlaix - Trebeurden, ile Molène et phare du Four depuis l'ile Milliau (Emmanuel Berthier)
Coeur de Bretagne - Kalon Breizh - La chapelle Sainte-Barbe, montée de l'escalier monumental (Alexandre Lamoureux)
Bretagne Loire Océan - Marais salant (Emmanuel Berthier)

CRTB


Tags : Tourisme

Publié le


Partagez ce contenu