C’hoarioù ha sevenadur Breizh
Ar c’hCârouj, ar c’hentañ park gant c’hoarioù Breizh, zo digor

Kilhoù, paledoù pe bouloù Breizh ? Grit anaoudegezh gant sevenadur c’hoarioù Breizh er c’hCârouj : ar c’hentañ park dudi gouestlet da c’hoarioù hengounel Breizh zo bet digoret e Mousterfil (Il-ha-Gwilen) d’ar 16 a viz Mae.

La Mézon, espace couvert du parc de loisirs Le Cârouj
Kevredigezh La Jaupitre

Ar c’hCârouj eo ar c’hentañ park gouestlet da c’hoarioù hengounel Breizh. E anv, « Cârouj » (a sinifi "kroashent" e gallaoueg), zo bet dibabet gant ar gevredigezh a ver ar park evit aroueziañ spered ar c’hejañ hag ar bevañ asambles rak La Jaupitre a labour abaoe meur a vloaz zo evit kas glad c’hoarioù Breizh war-raok. Pedet eo an dud, neuze, da zont niverus d’amprouiñ pinvidigezh sevenadur ar vro : ul lec’h plijus zo bet graet eus ar c’hCârouj. E Mousterfil, e bro Breselien, ez eo bet digoret dorioù ar park d’ar Sadorn 16 a viz Mae.

En diabarzh ha dindan an amzer

An dud a c’hallo ebatal en diavaez koulz hag en diabarzh. E "La Prée", ur bradenn kloz ha gwezek, ez eus 21 dachenn c’hoari, 4 anezho toet. A-hed an hentad ez eus panelloù hag a gont istor ar c’hoarioù-se. Pa ne c’haller ket ebatal er-maez abalamour d’an amzer, "La Mézon", ur sal bras a-walc’h, a zegemer an dud gant etre 6 hag 8 c’hoari hag a vo cheñchet ingal.

C’hoarioù hengounel pleustret c’hoazh

Ar c’hCârouj eo ar park nemetañ betek-henn a fell dezhañ treuzkas ar garantez evit c’hoarioù hengounel Breizh. Kinnig a ra un tri-ugent c’hoari bennak : lod zo dianav a-walc’h met ul lodenn eus sevenadur Breizh int memestra, lod all a vez pleustret c’hoazh hiziv an deiz evel paledoù pe kilhoù Breizh.

Paledoù, kilhoù hag all

Eus ar XIVvet kantved eo paledoù Breizh ha deuet mat int c’hoazh gant an dud en Il-ha-Gwilen. Pep c’hoarier a c’hall bezañ en e-unan pe en ur skipailh. Reiñ a reer daou pe bevar zamm potin ront anvet « paledoù » da bep hini. Ar pal eo teurel an tammoù-se war ur plankenn koad evit ma vefent an tostañ posupl d’ar « mestr », ur paled bihanoc’h. Ur poent a vez degaset gant ar paled tostañ d’ar mestr. Gounezet e vez gant ar skipailh kentañ a dap daouzek poent.

Eus an XIvet kantved e vefe ar c’hoari kilhoù kozh ha bez’ ez eus anezhañ c’hoazh e norzh Penn-ar-Bed. Taolet e vez pemp boul lerc’h-ouzh-lerc’h gant ar c’hoarierien, o-unan pe a skipailhoù, evit klask diskar nav c’hilh. Gant pep kilh ez eus un niver a boentoù disheñvel. Gounit a ra ar c’hoarier pe ar skipailh a zastum ar muiañ a boentoù.

Breselien, « Bro evit an douristed » a-nevez zo

Unan eus an dek bro evit an douristed termenet gant Rannvro Breizh eo Breselien : war ur gartenn gant dek bro zisheñvel (treset diouzh ezhommoù an douristed o-unan), e klask bro Breselien diorren ur c’hinnig touristel hag a ziskouezfe pegen dudius eo he mojennoù hag hec’h endro. Ar c’hCârouj a zegas startijenn d’ur c’hinnig dudi stank a-walc’h dija : liorzh Breselien, ostaleri ar Voyajoueurs, Kreizenn an ijin arzhurian pe c’hoazh Dor ar Sekredoù e Pempont, a genlabouro ar park ganto.

Skoazell ar Rannvro d’ar c’hCârouj

Respontet he doa ar gevredigezh La Jaupitre, a ver park ar c’hCârouj, d’ur galv da raktresoù eus ar Rannvro anvet "Touristerezh a-hed ar bloaz". Gallet he deus bezañ arc’hantet, aliet hag harpet evit digeriñ ar park.

Le court bâton, qui servait à transporter les sacs de blé
Les quilles de Landudec, jeu typique du bord de mer
Les boules gallèses sur plateau
Les palets sur planche
Le Patigo
Les palets sur table
Le Birinic
Le jeu de quilles bretonnes
Le cheval de Saint-Genou

Découvrez en image les jeux bretons du parc de jeux traditionnel du Cârouj.

Crédits photos : Pascal Glais, Lidia Sapogova, Sylvain Cambon, Charles Crié

 

 


Tags : Tourisme

Publié le


Partagez ce contenu