Deskadurezh
Ul lise publik e Liverieg ac’hann da 2020

Diviz ar Rannvro da lakaat sevel ul lise publik nevez er biz da Roazhon, hag a zo bet degemeret e dibenn 2014, a responto d’an taol kresk-poblañs uhel rakwelet en tolead-se ac’hann da 2020. Ne chome ken da zisklêriañ e pe gumun e lakaat sevel, dezhi da ginnig un dachenn a-zoare. D’an 18 a viz Mezheven en deus degemeret a-unvouezh ar C’huzul-rannvro kinnig Liverieg. Prestik e vo staget gant ar studiadennoù.


An takad kinniget gant Kumun Liverieg e-lec’h ma vo savet al lise

E-kerzh dalc’h miz Kerzu 2014 e oa bet votet gant ar vodadenn-rannvro “sevel er biz-uhel da Roazhon ul lise nevez, plas ennañ evit 1 200 lisead – a c’hallfe pignat betek 1 500 –, hollek ha teknologel e gelenn”. Kumun Liverieg an hini eo zo bet dibabet a-benn ar fin evit degemer ar savadur-mañ, hag a vo a-feson evit skoliata ar grennarded o tont eus skolajoù Lanvezhon, Meled, Sant-Albin-Elvinieg ha Liverieg eus un tu, hag evit lakaat da zigreskiñ un tamm-mat an niver a liseidi e liseoù diabarzh-kêr Roazhon eus un tu all.

Un dachenn 46 000 m²

Kêr ha Kumuniezh-kumunioù bro Liverieg zo perc’henn war un tolead 6 ha, 46 000 m² anezhañ o vezañ miret evit al lise nevez. An dachenn, hag a vo roet digoust gant ar Rannvro, zo ouzhpenn bras a-walc’h evit lojañ ar savadur nevez, e hentoù-deservij hag e barklec’hioù, kement hag e astennoù da zont, diouzh ma vo anezho. Dre m’emañ lec’hiet war un takad ma kaver skolajoù dija ez eo aes an dachenn-se evit ar pezh a sell ouzh ar monedone ha n’eus ezhomm tamm azasadur-meur ebet a-fet an danframmoù treuzdougen. E-giz-se e vo kazi hanteret an amzer tremenet war an hent gant al liseidi, a be lec’h bennak e teufent, dre ma vo gounezet e-tro 10 munut ganto well-wazh.
Lec’hiet eo ivez an dachenn tostik-tra diouzh ur gwir “kampus sportel”, warnañ aveadurioù a galite e-leizh : poull-neuial, stad, tachenn diavaez evit ar c’hoarioù a-stroll hag an atleterezh, salioù-sport evit pleustriñ a bep seurt obererezhioù.

Un dachenn-duta a c’hallfe tizhout 1 300 skoliad

Al lise a astenno e zalc’h, d’an nebeutañ, war tolead-tuta skolajoù Liverieg, Torigneg-Fouilharzh, ha war re ar c’humunioù stag evit bremañ ouzh skolajoù Sant-Albin-Elvinieg ha Sant-Albin-an-Hiliber ; da lavaret eo ur galloud desachañ braspriziet da 1 300 skoliad.
Spisaet e vo bremañ ar “gennadiñ” ha kartenn ar stummadurioù kinniget, e kenlabour gant akademiezh Roazhon. Reiñ a raio an titour-se an tu da resisaat ar studiadennoù programmañ. Hetiñ a ra Pierrick Massiot e kemerfe perzh al lise publik da zont-mañ en ur c’hinnig kelenn kempouez hor rannvro hag e vefe kreñvaet gantañ brud Breizh a-fet dreisted ar stummañ”.

Rakwelet sevel ul lise nevez er gevred da Roazhon ac’hann da 2025/26
Adal ma vo staget gant ar studiadennoù e tigoro ar Rannvro ar gaoz war saverezh ul lise all, ac’hann da 2025/26, lec’hiet an taol-mañ e tolead gevred diazad Roazhon. Ar martezeadennoù e-keñver kresk ar boblañs, e Roazhon ha tro-dro dezhi, a zisoc’h evit gwir war ar fed e vo ret digeriñ ul lise nevez a-vent gant hini Liverieg (1 200-1 500 skoliad) a-raok 2030.