Touristelezh e Breizh
Rann da “selfi” e www.viensenbretagne.fr !

Pedet eo an dud piket o c’halon gant Breizh da bostañ videoioù el lec’hienn www.viensenbretagne.fr abaoe warlene en hañv, dezho da bikañ kalonoù all ha reiñ c’hoant dont da weladenniñ ar vro. Setu, en hañv-mañ adarre, selfi dezhi !


CRT Bretagne

Ar wech kentañ eo e Frañs da annezidi ur rannvro kemer perzh dre dennañ “selfioù”.
Ur c’houlzad nevez da vrudañ Breizh eo, hag eñ embannet e Frañs a-bezh. Empentet eo bet da-geñver strategiezh marketing 2013 ar Rannvro ha sachañ a ra d’e heul just a-walc’h ar re zo bet piket o c’halon gant Breizh :

  • “Ma’z eus fouge ennout gant Breizh, rann da selfi” (eus hañv 2014 betek diskar-amzer 2015)

Kizidikaet gant ur c’houlzad skignet er mediaoù warlene eo bet pedet an dud piket o c’halon gant Breizh d’en em filmañ e doare ur selfi, da gontañ ar pezh a blij dezho en o rannvro, ha da bostañ ar selfioù-se e www.viensenbretagne.fr, dezho da reiñ c’hoant dont da ober anaoudegezh gant Breizh.

  • “Deus da Vreizh !”

Goude ma oa bet dastumet ar videoioù gwellañ (ouzhpenn 250 selfi) el lec’hienn www.viensenbretagne.fr, tri selfi a oa bet skignet gant ar c’houlzad skinwel e miz Meurzh 2015.

Ar pal zo lakaat klaoustre war tredizhusted ar rouedadoù sokial evit lakaat redek ar videoioù ha teurel fourgas. Setu selfi dezhi, tudoù !

Video : piket eo da galon gant Breizh ? Ezhomm hon eus ac’hanout !

Poent bras eo e ouife ar bed a-bezh eo Breizh danvez ur pikol sell ! Setu, moraer, seurfer, Yann e vinioù, labourer-douar, loc’hetaer, dizagner web, korrigan, Yann sot gant an ed-du, keginer amann rik, bener greunvaen, kouronker digenvez, studier, esparadenn, skrivagner, marvailher, krouer, bigoudenn... Ma’z eus fouge ennout gant Breizh, tan dezhi : kemer perzh er pezh koulzad brudañ Breizh-mañ ! Film ac’hanout ha lavar dezho petra a blij dit e Breizh. Ar selfioù gwellañ a vo skignet b’an tele ! Kenavo !

Tags : Tourisme

Publié le


Partagez ce contenu