Stummerezh kentañ
Al lise-mor Florence-Arthaud o tigeriñ e Sant-Maloù !

Al Lise-mor-se, ur skouer a-fet ekosaverezh, a zigor a-benn distro-skol 2015 e Sant-Maloù. Digoret e vo ent ofisiel digwener al lise micherel, a zo bet lakaet dezhañ anv ar verdeerez Florence Arthaud aet da Anaon er bloaz-mañ, ha digeriñ a raio e zorioù d’an holl d’ar Sadorn 12 a viz Gwengolo.

vue extérieure du lycée bardé de bois
Thomas Crabot

N’eo ket bemdez e vez savet ul lise nevez gant Rannvro Breizh, a zo al liseoù en he c’harg (nevesaat, aveiñ, mont en-dro, kempenn). Ul lise skouer a-fet ekosaverezh eo al lise micherel nevez, savet war un dachenn 14 000 m² lezet gant Kêr Sant-Maloù evit diorren ar c’hinnig stummañ evit an dud a vor.

Ul lise skouer a-fet ekosaverezh

Lycee Maritime Saint-Malo (Version Courte)-HD from Région Bretagne on Vimeo.

Al lise Florence-Arthaud, bet fiziet ar sevel anezhañ er c’habined Liard ha Tanguy eus Roazhon, a ya en tu-hont d’ar rediennoù goulennet gant Rannvro Breizh er skrid eko-dave evit ren al labourioù el liseoù. Dre m’eo bet savet evel ul lise bevhinadel ez eo ur savadur gouzañvat gant energiezh pozitivel, hag a brodu muioc’h eget ne vevez (gant 1 000 m2 a banelloù fotovoltaek war an doenn, divgaoter-goad, ur reizhiad gwenterezh emdroet…) Gantan implij eus danvezioù yac’h (kemmesk betoñs, prenn, gwer…) hag eus teknologiezhioù nevezus (reizhiad difuiñ dre enc’hwezhañ, teknikoù savadur prenn e « plegoù kroaziet » evit ar mogerioù hag ar plañchodoù…) ez eo gwarantet gwarez yec’hed an implijerien.

Ar c’halite e servij an holl implijerien

Savadurioù a-zoare evit kinnig an degemer gwellañ da holl implijerien al liseoù – liseidi, kelennerien hag implijidi : lec’hioù akomod ha plijus o do evit bevañ hag evit labourat. An ti-diavaezidi zo ur savadur e stumm un U war daou live, aozet tro-dro d’un atriom. Er gazel su ez eus pemzek klas evit ar c’helenn hollek ha skiantel ha salioù melestradurel tra ma vo gouestlet ar gazel norzh d’ar preti ha d’ar c’helenn teknikel. Eno e vo kavet ivez ar stalioù divoullañ, martolodaj, soudañ, elektroteknik, kefluskañ, hag un darvanerez evit ar mekanikoù, radar ha radio…

Dorioù digor d’ar Sadorn 12 a viz Gwengolo eus 10e da 5e

Digoret e vo al lise, lec’hiet er straed Kroaz Désilles e Sant-Maloù, d’an holl dud d’ar Sadorn 12 a viz Gwengolo a-hed an devezh. Tro o do ar weladennerien d’ober anaoudegezh gant al lise nevez dre un hentad displeget hag un diskouezadeg hag a daolenn savidigezh al lise hag a ginnig e berzhioù a-fet teknikoù hag endro.

Digoret e vo en a-raok d’ar Gwener 4 a viz Gwengolo dirak : Pierrick Massiot, Prezidant Rannvro Breizh ; Marie-Pierre Rouger, besprezidantez ar Rannvro karget eus al liseoù hag eus kalite ar savadurioù ; Claude Renoult, maer Sant-Maloù ; Patrice Vermeulen, Rener Etrerannvroel ar Mor Norzh Atlantel – Mor Breizh Kornôg (DirmNamo) ; Christian Perron, Provizor al lise-mor Florence-Arthaud.

Un hentad evit stummañ war micherioù ar mor

Pevar lise-mor (Sant-Maloù, Pempoull, ar Gelveneg, an Intel) zo e Rannvro Breizh. El lise nevez-mañ e c’hallor degemer 300 lisead er stummerezh kentañ eus an TGM* d’ar BTU** (e-lec’h 154 el lise kent), en o zouez 100 diabarzhiad, ha kinnig 50 000 eurvezh staj er stummerezh dibaouez : ur gwir hentad stummañ evit prientiñ al liseidi, niverusoc’h-niverus, a zibab mont war micherioù ar mor, eus ar peskerezh d’ar c’henwerzh. E-kichen an EST (Ensavadur skol-veur a deknologiezh) ha tost d’an dachenn ma vo savet skol da zont ar Verdeadurezh kenwerzh, al lise-mor Florence-Arthaud en deus kemeret e blas dija en ur pol deskadurezh da zont a zlefe dont da vezañ ur c’hampus.

Budjed :  25 M€ gouestlet gant ar Rannvro da sevel al lise-mor Florence-Arthaud.

*TGM = Testeni gouested vicherel ; ** BTU = breou teknikour uhel

Emañ Rannvro Breizh o sikour al liseidi d’ober berzh.

Dre m’eo ar stummerezh kentañ un dra a bouez bras evit kavout labour e ouestl Rannvro Breizh tost d’ur c’hard eus he budjed dezhañ. Ledanaet e vez he zachenn emellout el liseoù a vloaz da vloaz : sevel ha nevesaat savadurioù, termeniñ kartenn ar stummadurioù micherel kentañ abaoe ar bloaz-mañ (labourat a ra war kartenn 2016 dija gant an dud a vicher hag ar Rektordi), aveiñ ar c’hornioù pedagogel, mont en-dro, kempenn hollek ha teknikel, bod ha boued. Ober a ra gant an holl gefridioù-se evit reiñ an doareoù gwellañ d’ober berzh d’ar 141 000 a liseidi ha liseadezed, niverusoc’h-niverus bep bloaz e Breizh (tost da 5 000 lisead ouzhpenn dindan tri bloaz). Evit respont da emdroadur ar boblañs ez eus bet divizet lakaat sevel meur a lise er bloavezhioù da zont e Breizh. Distro-skol kentañ el lise-mor Florence-Arthaud, raktres evit digeriñ lise Liverieg a-benn 2020 ha studiadenn evit lakaat sevel ul lise nevez e su Roazhon (Il-ha-Gwilen).

Ar politikerezh rannvroel evit al liseoù

Anv ar verdeerez Florence Arthaud 

Lise-mor nevez Sant-Maloù a vo en anv ar verdeerez Florence Arthaud aet da Anaon en un doare mantrus e miz Meurzh 2015. Diwar kinnig Rannvro Breizh en deus dibabet kuzul-merañ al lise, a-unan gant familh Florence Arthaud, da reiñ anv « plac’h yaouank ar Mor Atlantel » d’al lise micherel nevez n’en doa anv ebet betek-henn. En enor d’ar verdeerez anavezet mat gant Malaouiz evit bezañ gounezet Hent ar Rom e 1990.

Le bâtiment du cabinet d’architectes rennais Liard et Tanguy incarne l'identité maritime du lycée, qui formera 300 élèves à l'ensemble des métiers de la mer, en formation initiale et continue.
A l'extérieur, des voiles qui évoquent le vent et une "résille mer" suggérant les vagues en façade du bâtiement ; à l'intérieur, une structure bois.
L'assemblage des panneaux de bois en « Plicroisé » : une technique développée par l'entreprise Belliard, expérimentée pour la structure porteuse des murs et planchers.
L'alliance de matériaux sains (béton, bois, verre...) : un choix pour garantir la santé des usagers
L'externat, composé d'un ensemble en forme de U sur deux niveaux, s'organise autour d'un vaste espace de vie central : l'atrium.
Au cœur de l'atrium : le foyer des élèves tout de bois vêtu reste ouvert sur l'espace extérieur
Le foyer des élèves, aménagé pour être l'un des espaces de convivialité important du lycée
L'aile Nord du lycée est dédiée aux enseignements techniques et à la restauration : le restaurant, d'une capacité de 300 couverts par jour, accueille à la fois les éléves et le personnel technique et enseignant.
L'aile Sud abrite quinze classes d'enseignements généraux et scientifiques et les locaux administratifs
Des salles d'enseignement technique équipées pour les ateliers pratiques : ramendage, matelotage, soudure, électrotechnique, motorisation...
Les espaces d'enseignement technique abritent aussi simulateur machine, radar et radio..
Au centre de l'atelier mécanique, le moteur Baudoin et son hélice pour reproduire des conditions de maintenance des bateaux
Parmi les espaces de travail commun : le centre de documentation et d'information (CDI)
Des espaces de vie agréables pour tous les usagers du lycée : élèves, enseignants et personnel. Ici, la salle des professeurs.
Une toiture végétalisée (abritant aussi la "bouche" du système de ventilation double flux) pour freiner l'altération du toit et accroître les capacités énergétiques de cet établissement économe en énergie.
Le système de ventilation double flux assure la qualité de l'air : une des techniques innovantes utilisée pour bâtir le lycée.
Les énergies renouvelables ont été privilégiées : le lycée mise, notamment, sur l'énergie solaire.
Les 1 000 m2 de cellules photovoltaïque sur la verrière font du lycée Florence-Arthaud un bâtiment à énergie positive
La complémentarité entre deux chaudières bois à très fort rendement et le système de ventilation performant assurent un chauffage à température agréable tout en récupérant de l'énergie.
Les panneaux solaires en façade de l'internat assurent le chauffage de l'eau sanitaire, via un système économe récupérant l'eau grise des douches.

Tags : Formation Jeunesse

Publié le


Partagez ce contenu