Abadenn evit an distro
« 360 tra hag a c’haller ober, an neveziñ er mod BZH », d’ar 7 ha d’an 8 a viz Here

Abadenn vras an distro eo evit an neveziñ, ha gouestlet eo d’an embregerezhioù ha da oberourien an neveziñ. Goude ma oa bet graet berzh gant an abadenn gentañ warlene e Roazhon e aoz Breizh Diorren Neveziñ « 360 tra hag a c’haller ober, an neveziñ er mod BZH » un eil gwech, d’ar 7 ha d’an 8 a viz Here e Brest.

Visuel de la manifestation

Evit an eil abadenn-se, gouestlet d’an neveziñ, e vo bodet embregerien hag oberourien eus an neveziñ. E-pad daou zeiz e vo kendivizoù, taolioù-krenn, klasoù-mestr (gant testenioù nevezourien) hag atalieroù gouestlet d’an neveziñ en embregerezhioù, en EBE dreist-holl. « An embregerien chaseourien-kutuilherien » e vo an tem, da lavaret eo an embregerien vodern a oar en em ober diouzh o metoù, evel ar « chaseourien-kutuilherien » gwechall. Gant se e fell da Breizh Diorren Neveziñ kreñvaat al lusk a zo gant « 360 tra hag a c’haller ober, an neveziñ er mod BZH ». Hag evit an eil gwech-se, an ajañs kefridiet gant Rannvro Breizh (e servij diorroadur ar filierennoù hag an neveziñ, en embregerezhioù dreist-holl) he deus divizet kevredañ an abadenn gant Open an neveziñ, un emgav evit an aferioù aozet gant KKG Neveziñ Breizh. A-benn nebeut e ouioc’h petra a vo da vat e programm an eil abadenn-se, piv eo an test bras, petra eo anvioù ar pevar embregerezh a gemero perzh er « reboot camps » (dalc’hoù neveziñ), e lec’hienn « 360 tra hag a c’haller ober, an neveziñ er mod BZH »...

Titouroù pleustrek : d’ar 7 ha d’an 8 a viz Here 2015 en Dreuzell, ar greizenn arz a vremañ e Brest.

Rannvro Breizh a vroud an neveziñ
Abalamour d’ar strivoù graet asambles gant ar Rannvro ha strollegezhioù all eus Breizh, emañ Breizh e-mesk ar rannvroioù ar muiañ oberiant e Frañs war dachenn an enklask hag an neveziñ. Evit ma teuy war wel un ekonomiezh eus ar ouiziegezh he deus divizet kreñvaat an enklask hag an deskadurezh en he raok, ha krouiñ un endro mat evit an neveziñ war he lerc’h : sed aze ur politikerezh mennet-start evit mont a-du gant ar c’hrouiñ obererezhioù nevez e Breizh.