Emglev dibar war yezhoù Breizh
Araokadennoù heverk evit diorren ar c'helenn divyezhek

Degemeret he deus ar vodadeg rannvroel e-kerzh he dalc'h leun c'hoarvezet d'ar 15 ha 16 a viz Here, un emglev Stad-Rannvro dibar diwar-benn treuzkas yezhoù Breizh. Un destenn zo enni danvez evit araokadennoù bras a-benn aotren diorroidigezh ar brezhoneg hag ar gallaoueg er bloavezhioù da zont. Un tamm sell war poentoù alc'hwez ar feuremglev, eus an doare ma vo aesaet digeriñ klasoù divyezhek hiviziken betek kresk pazennek an niver a gelennerien tutet.

Echu gant un niver a vugale hag un oad rekis evit digeriñ klasoù

Da genderc'hel gant spered ar Feuremglev evit Dazont Breizh, e lam kuit an emglev nevez ar redi da gaout da nebeutañ un niver bennak a skolidi evit digeriñ hentadoù divyezhek.
Adalek bremañ e vo studiet an holl raktresoù unan-hag-unan gant ur bodad heuliañ Stad-Rannvro, diouzh ar blegenn lec'hel hag o zalvoudegezh. A zo kaeroc'h, kontet e vo hiviziken ar vugale 2 vloaz, ar pezh na veze ket graet betek-henn.
Ur pikol araokadenn eo a vo posupl a-drugarez dezhi reiñ lañs d'ar c'helenn da vat war an dachenn.

Kresk war feur an tuta kelennerien

Kement ha bastañ d'an ezhomm da gaout muioc'h a gelennerien divyezhek he deus divizet ar Stad, diouzh un tu, kreskiñ an niver a blasoù digor d'ar genstrivadeg divyezhek ha, diouzh an tu all, diorren an ehanoù-stummañ, abalamour da aesaat d'ar gelennerien tremen eus ar c'helenn unyezhek d'ar c'helenn divyezhek.

Azasaet e vo neuze an niver a bostoù kelennerien divyezhek da ezhommoù an akademiezh ha lakaet e vo feurioù da genstrivadegoù ar 1añ hag eil derez publik ha prevez evit ar postoù divyezhek. Hiziv e sav an dregantad a blasoù divyezhek kinniget da genstrivadeg ar c'hentañ derez da 11,5% ; ar pal, kerkent ha 2016 a zo kaout 15 % a bostoù divyezhek ha tizhout 20 % ar c'hentañ ar gwellañ.

Da notenniñ emañ ivez ar c'henlabour gant akademiezh Naoned evit aesaat ar monedone etre an div akademiezh.

Erfin, aesaat a ra an emglev-mañ ar prantadoù stummañ dibaouez evit ar gelennerien a fell dezho mont da gelennerien divyezhek. Un nevezenti eo gwelet ma vo lakaet da dremen da gentañ an ehanoùstummañ evit ar yezh. Kreñvaat a ra youl ar Rannvro diskouezet gant ar stignad harpañ Desk/kelenn. Gant ar Rektor e vo ur goloiad arc'hant gouestlet d'ar stummañ dibaouez evit ar gelennerien divyezhek.

Ur voestad ostilhoù evit skignañ pelloc'h yezhoù Breizh

Pe ve anv eus ar vugale vihan, eus ar mediaoù, an nivereg, ar panellerezh war an hentoù-Stad... kinnig a ra an emglev nevez-mañ boulc'hañ tachennoù nevez a c'houlenn bremañ ma vint lakaet e plas ha ma teuint da wir.

An diferadoù nevez-mañ, anezho frouezh ul labour marc'hata etre ar Rannvro hag ar Stad a dalvezo da gas da benn-vat melloù araokadennoù er bloavezhioù da zont.

Evit Lena Louarn, Besprezidantez evit yezhoù Breizh "kas war-raok hor yezhoù rannvro zo unan eus hor palioù pennañ, ur pal dalc'het en amzer ha m'emañ a-du an holl gantañ. Bez' eo ivez, pa seller ouzh an emdroadurioù poblañs, un dae gwirion a c'houlenn bezañ mennet ken-ha-ken. Den ne c'hall nac'hañ ez eus bet araokadennoù, den ne c'hall adlakaat e kaoz hor youl da vont pelloc'h ganti. Suraat stad hor yezhoù, ar brezhoneg hag ar gallaoueg a chomo evidomp ur stourm difin".