Skoazelloù rannvroel
Emaoc’h o raktresañ krouiñ un embregerezh nevezus ?

E Breizh ez eus ur rouedad frammoù evit sikour an neveziñ koulz hag ur stignad skoazelloù arc’hant hag a harp nevezadennoù an embregerezhioù. Ar poent war ar sikourioù d’ar c’hrouiñ embregerezhioù nevezus

Open Space
shock-fotolia

M’emañ Breizh e-touez ar rannvroioù nevezusañ eus Frañs ez eo a-drugarez d’ur bern traoù bet lakaet e pleustr gant ar Rannvro hag he c’hevelerien (BPI Frañs, bankoù rannvroel, Kef fiziañ…) hag a ya d’ober un endro a laka aesoc’h an neveziñ ha, da-heul, ar c’hrouiñ obererezhioù nevez. Emaoc’h o rakresañ krouiñ hag un embregerezh a zegas nevezenti evit a sell ouzh un doare-ober nevez, ur servij nevez, diwar un araokadenn kaset da benn war dachenn an imbourc’h… ?

Frammoù da aliañ ac’hanoc’h war ho raktres

Pazenn gentañ, gallout bezañ aliet. Amañ e c’hall bezañ graet. Gant Rannvro Breizh e vez arc’hantaouet ar frammoù a harp ar c’hrouiñ nevezus, dreist-holl an teknopoloù (a labour e darempred gant Satt Ouest Valorisation, ar c’hreizennoù neveziñ teknologel, ar poloù, ar poloù kevezusted…) : o c’hefridi eo degemer ha harpañ ar grouerien neveziñ e deroù hag a-hed o raktres.

Skoazelloù arc’hant buket mat

Eil pazenn : gallout a ra ar strollegezh degas he sikour arc’hant d’ar raktresoù nevezus ivez. Gant un dibab skoazelloù e vezont harpet en deiz hiziv, e stadoù disheñvel, eus ar mennozh o tareviñ d’un obererezh war ziorren. Ezhomm da gadarnaat doareoù teknikel ar raktres, ezhomm da gaout arc’hant evit emorsiñ hoc’h obererezh, ezhomm da gaout posterien pe da greñvaat ar barregezhioù ? Aze c’hoazh, hervez hoc’h ezhommoù, e c’hallo meur a loc’h aesaat arc’hantaouiñ ho raktres krouiñ un embregerezh.


Emergys Breizh : ar goriñ evit krouiñ e embregerezh

Ur prantad eus ar pouezusañ eo ar goriñ evit lakaat ur raktres embregerezh nevezus da zont war wel hag evit frammañ anezhañ : e-pad ar prantad emorsiñ-se e c’hallit kaout arc’hant evit stummadurioù, labourioù kuzuliañ, klask fontoù… Arc’hantaouet eo ar stignad goriñ-mañ, anvet « gorer Emergys Breizh », gant ar Rannvro ha meret eo gant ar gevredigezh « 7 teknopol Breizh ». Gant ar seizh teknopol e vez harpet ar gaserien raktresoù e Breizh a-bezh evit krouiñ embregerezhioù nevezus (36 miz d’ar muiañ), e darempred gant an imbourc’h publik pe prevez.

Doare raktresoù : embregerezhioù nevezus e darempred gant animbourc’h publik pe brevez

Ar fichenn bleustrek diwar-benn ar stignad Emergys Breizh

Skoazell ar Pebr evit kreñvaat e fontoù piaouel

Emaoc’h gant ar soñj krouiñ hoc’h embregerezh nevezus ? Ar prest a enor evit an emorsiñ rannvroel (PEER) a c’hall sikour ac’hanoc’h. Diskoilhet d’ar mare ma vez krouet an embregerezh e tegas un arc'hantaouiñ kentañ en ur bourvezañ degasadenn ar grouerien embregerezhioù nevezus (betek 45 000 € hep kampi) evit sikour anezho da vodañ ar fontoù ret evit kenderc’hel gant o raktres.

Doare raktresoù  : embregerezhioù nevezus gant raktresoù arvarus kalz a zanvez enno.

Gwelet ar fichenn bleustrek diwar-benn ar Pebr

Breizh Up, GoCapital, prest perzhiadekaus: emorsit ho raktres !

Nevezenti : Breizh up evit an embregerezhioù bihan

Gant ho raktres e c’hallot krouiñ talvoudegezhioù ouzhpennhag implijoù ? Gant font Breizh Up e vez arc’hantaouet an emorsiñ embregerezhioù nevezus e kenlabour gant posterien all. Abaoe deroù 2016 e vez postet arc’hant gant ar c’hevredad-se, gant kevalaoù piaouel pe gant kevalaoù hogozik piaouel (kevrannoù, endalc'hennoù…), er rakresoù breizhat danvezenno. Diazezet eo war « tikedoù bihan » (savioù fontoù etre 200 000 ha 750 000 €) hag emellout a ra er postañ gant ur poster prevez pe gant meur a hini, bet labelaet en a-raok.

Doare raktresoù  : embregerezhioù danvez enno evit krouiñ talvoudegezhioù ouzhpenn hag implijoù hag a glask ober o c’hentañ sav fontoù.

Un debarzhadur a 10 M€ digant Rannvro Breizh, en o zouez 8 M€ digant ar Font europat evit an diorren ekonomikel ha rannvroel (Feder) en deus sikouret Breizh Up da gregiñ ganti e 2015.

Fontoù Ouest Ventures ha Go Capital Amorçage

  • Ar font Go Capital Amorçage (pourvezet gant Font broadel an emorsiñ evit 20 M€ ha gant ar Font europat evit postañ evit 25 M€), krouet e 2012 diwar atiz Rannvroioù Breizh, Broioù-al-Liger, Normandi-Izel ha Normandi-Uhel, eo ar font etrebroadel brasañ diazezet war anemorsiñ. Degaset en deus e lod un ugent gwech bennak evit skoazellañ embregerezhioù teknologel yaouank kalz a zanvez enno.

  • E 2015 eo bet kemeret lec’h ar font Ouest Ventures 2 gant ar font Ouest Ventures 3 evit bastañ da ezhommoù ar raktresoù nevezus war an hent da c’hounit marc’hadoù bedel, a c’hall o ezhommoù arc’hantaouiñ e krec’h ar bilañs tizhout meur a vilion a euroioù.

Galvet eo an daou venveg-mañ da harpañ diorren an embregerezhioù, war hir dermen, dre reiñ an tu dezho da bostañ arc’hant en-dro betek 2,5 M€ e-pad 7 pe 8 vloaz.

Doare raktresoù : embregerezhioù teknologel kalz a zanvez enno, raktresoù nevezus war an hent da c’hounit marc’hadoù bedel.

Ar prest emorsiñ evit an embregerezhioù a vez roet lañs dezho

Ar c’hred-se, hep gwarant gant un usvevenn a 300 000 €, war 8 vloaz, savet gant Bpifrance, a ginnig un diskoulm a zere mat ouzh an ezhommoù arc’hant liammet ouzh ar prantad emorsiñ. Rak an ardalañ ampellet tri bloaz a ya gant ar c’hred a ro amzer d’an embregerien da sevel ar fontoù o deus ezhomm evit o raktres digant posterien, « business angels » pe fontoù emorsiñ an darn vrasañ anezho. Peurliesañ e vez roet ar prest emorsiñ perzhiadekaus-se ouzhpenn ar sikourioù d’an neveziñ.

Doare raktresoù :  embregerezhioù bihan nevezus o kregiñ gant o obererezh

Gwelet al lec’hienn Arc’hantaouiñ e embregerezh e Breizh

An emorsiñ : triwec’h miz arvarus-kenañ

Petra eo un embregerezh emeur oc’h emorsiñ ? Ur c’hevredad emeur o krouiñ, gantañ raktresoù kalz a zanvez enno (pe e vefent teknologel pe ne vefent ket). Ezhomm en devez e vefe kreñvaet ar c’hevalaoù piaouel e-pad ar prantad emorsiñ, da lavaret eo e-pad un nebeud mizioù a-raok ma vefe krouet an embregerezh hag er bloavezhioù kentañ goude m’eo bet krouet. Diskoachet eo bet peurliesañ gant ar rouedadoù a harp ar c’hrouiñ e Breizh (Emergys, teknopoloù, kambroù koñsulel…)

Ar skoazell da c’hreadusted ar Rakresoù Nevezus (Sgrn)

Ar skoazell da c’hreadusted ar Rakresoù Nevezus (Sgrn) zo ur skoazell e stumm ur skoaziadenn kenarc’hantaouet gant Bpifrance ha Rannvro Breizh. Broudañ a ra difraeoù neveziñ an embregerezhioù bihan hag etre (EBE) en ur sikour anezho da arc’hantaouiñ o studiadennoù greadusted teknikel hag ekonomikel a-raok diorroadur ar produ/servij nevezus.

Doare raktresoù :  produioù pe servijoù nevezus an EBE

Gwelet al lec’hienn « Arc’hantaouiñ e embregerezh e Breizh »

Ar skoazell da reiñ lañs da Raktresoù Nevezus (Slrn) :
Tuta un den karget eus ar marketing hag eus ar c’henwerzh

M’emañ hoc’h embregerezh nevezus o vont da gregiñ d’ober kenwerzh e c’hall ar skoazell da reiñ lañs d’ar Raktresoù Nevezus (Slrn) sellet ouzhoc’h. Ur skoazell arc’hant da zaskoriñ eo evit harpañ diorroadur kenwerzh hag arc’hantaouiñ an embregerezh yaouank nevezus, dre duta e sterner kentañ, gant ur gevrat didermen he fad, a vo karget eus ar marketing hag eus ar c’henwerzh. Grataet e vez d’an embregerezhioù yaouank (36 miz d’ar muiañ) a zo harpet gant un teknopol. Pal ar stignad eo skoazellañ an embregerezhioù bihan hag etre (EBE) kalz a zanvez enno hag an embregerezhioù krouet gant profiloù teknikel, a rank bezañ klokaet gant ur profil marketing ha kenwerzh.

Doare raktresoù  : EBE kalz a zanvez enno pa vezont o kemer o lañs kenwerzhel

Gwelet ar fichenn bleustrek war ar skoazell da reiñ lañs da Raktresoù Nevezus (SLRN)

Skoazell ar Rannvro dareiñs lañs da Raktresoù industriel Nevezus (SRRN)

Emañ hoc’h EBE o tiorren ur raktres nevezus, a glot gant ar pezh a vez lakaet da dremen da gentañ gant ar Rannvro ? Gant skoazell ar Rannvro da reiñ lañs da Raktresoù industriel Nevezus (SLRN), kenarc’hantaouet gant ar Rannvro ha BPI, e c’hall bezañ sikouret. Ar pal eo sikour an imbourc’h hag an diorren (I&D) produioù nevez, doareoù-ober pe servijoù nevez met ivez broudañ raktresoù nevezus n’int ket teknologel (aozañ, marketing pe implij).

Doare raktresoù  : raktresoù nevezus eus EBE Breizh a glot gant ar pezh a vez lakaet da dremen da gentañ gant ar Rannvro

Ar fichenn bleustrek war an SLRN

Ar skoazell da raktresoù-imbourc’h e kenlabour (SRIK)

Ar skoazell d’ar ratresoù imbourc’h e kenlabour zo ur skoazell rannvroel d’ar raktresoù-kenlabour etre an embregerezhioù hag an arnodvaoùakademek. Harpañ a ra ar programmoù imbourc’h ha diorren a vez renet gant un embregerezh da nebeutañ hag un arnodva da nebeutañ eus Breizh (ar pezh a empleg diferadurioù kevratel war ar reolennoù perc'henniezh industriel etre ar gevelerien).

Da notenniñ : gant skoazelloù all e vez harpet, a-hend-all, ar raktresoù kaset e-barzh ar poloù kevezusted breizhat gant harp ar Rannvro. Troet eo ar poloù kevezusted-se war-zu an teknologiezhioù nevez (pol Skeudennoù ha Rouedadoù), gounezvouederezh warc’hoazh (pol Valorial), ar mor (Pol mor Breizh Atlantel), ar c’hirri hag ar fiñvusted (pol ID4Car), an teknologiezhioù produiñ araokaet ( Pôle EMC2), ar plant (Pôle Vegepolys) hag ar yec’hed (pol Atlanpol Bioterapiezh).

Doare raktresoù  : raktresoù-kenlabour etreembregerezhioù hag arnodvaoù akademek.

Gwelet ar fichenn bleustrek war ar skoazell d’ar raktresoù kenlabour

Rannvro Breizh a harp an embregerezhioù yaouank nevezus

Evit degas he lod e diorroadur ekonomikel he ziriad e ro sikour Rannvro Breizh abaoe meur a vloaz da zispakañ un hollad binvioù kempoell a arc’hant hag a skoazelloù troet war-zu an embregerezhioù. Degas a reont ur respont da gudennoù arc’hantaouiñ an embregerezhioù bihan hag etre (EBE) er prantadoù diaesañ da gas da benn (krouiñ, diorren, treuzkas). Harpañ a reont ar c’hrouiñ embregerezhioù nevezus dreist-holl.

Grit gant ar skoazelloù europat !

Ar Font europat evit an diorren ekonomikel ha rannvroel (FEDER), a skoazell dreist-holl an imbourc’h hag an neveziñ, zo meret bremañ gant ar Rannvro e darempred gant ar strategiezhioù rannvroel : raktresoù EBE, raktresoù industriel nevezus, raktresoù imbourc’h e kenlabour… Gallout a ra ar programmoù kenober tiriadel europat ivez, a-hend-all, arc’hantaouiñ ho raktresoù e kenlabour gant rannvroioù all eus Europa hag ar programm Horizon 2020, ar raktresoù imbourc’h ha neveziñ renet e kenlabour gant obererien europat all.

Skoazelloù ar Feder

Skoazelloù ar Feder evit raktresoù all gant rannvroioù all eus Europa

Al lec’hienn ofisiel Horizon 2020

An arc’hantaouiñ europat dre brofil en europe.bzh (imbourc’h ha neveziñ)

An arc’hantaouiñ europat dre brofil en europe.bzh (diorren ha kevezusted)