Energiezh
Rouedadoù tredan naouek : Breizh dibabet evit ar galv da raktresoù

D’ar Meurzh 15 a viz Meurzh, Ségolène Royal hag Emmanuel Macron o doa taolet pled ouzh ar raktres SMILE, goude ur galv da raktresoù gant ar Steuñv rouedadoù tredan naouek. Breizh hag ar Broioù al Liger a vo un tiriad skouer evit diorren rouedadoù tredan naouek a-vras.

Logo Smile

An div Rannvro o doa respontet d’ar galv da raktresoù graet gant ar Steuñv Rouedadoù Tredan Naouek, gant harp ar Poloù energiezh, dileuriet gant sindikadoù-departamant an energiezh SYDEV ha Mor-Bihan Energiezhioù. Dibabet int bet o-div ha bez’e vint, evit kornôg Bro-C’hall, un tiriad skouer evit diorren a-vras ar rouedadoù tredan naouek en ur vodañ ouzhpenn 160 framm gant 100 embregerezh en o zouez.

 « Laouen on gant an diviz-se, hag a zisklêr emañ hon embregerezhioù da vat o kemer perzh er raktres SMILE », eme Jean-Yves an Drian, Prezidant Kuzul-rannvro Breizh. «Emañ ganimp an holl vinvioù evit dont da vezañ tud penn a-raok en Europa evit ar filierenn c’hreantel nevez-se ».

Petra eo ar "smart grids" ?

Bodañ a reont un hollad teknologiezhioù ha servijoù a zo o fal buanaat an treuzkemm energiezh ha stourm ouzh cheñchamant an hin, en ur vodernaat ar rouedadoù. Gant muioc’h a deknologiezh niverel ez eus anv da leviañ aesoc’h ar rouedadoù evit kement tra zo : ebarzhiñ ha berniañ muioc’h a energiezhioù nevezadus ha lec’hel, evit suraat ar rouedad da bep koulz, evit kompren ar bevezerezh energiezh ha bezañ oberiant war an dachenn-se bemdez, evit diorren an treuzdougen gant karbedoù tredan... War an holl dachennoù-se, 100 embregerezh o deus prientet raktresoù hag aet int war ar renk. An holl venvegoù-se a ranko bezañ prest a-benn 2017, dindan 3 bloaz. Sammad ar postadurioù zo istimet e 300 M€

An heuliadoù a-benn 2020 :

  • tost 10 000 post-labour war-eeun pe deveret

  • Krouet ul lusk greantel en estrenvro

  • 1 000 bonn publik da adkargañ ar c’harbedoù tredan

  • 50 MWe stokañ tredan

  • 1 000 savadur energiezh pozitivel

  • 2 000 poent goulaouek naouek

  • ur benveg da gizidikaat ar geodedourien a-vras, ...

Breizh ha Broioù al Liger : ar rannvroioù penn a-raok da zont evit ar rouedadoù energiezh naouek en Europa?

Evit ar strollegezhioù a zegemero raktresoù an embregerezhioù-se, douget gant start-up, EBE (embregerezhioù bihan hag etre) ha strolloù bras, ar pal zo ivez suraat ar pourveziñ tredan, hag a chom bresk e Vande evel e Breizh (kenurzhiet gant Emglev tredan Rannvro Breizh). En em ledañ a ray ar SMILE war departamantoù ar Mor-Bihan, an Il-ha-Gwilen, al Liger-Atlantel hag ar Vande ha kreizennet e vo tro-dro da veurgêrioù Roazhon ha Naoned.