Breizh tizh bras
Eurioù an trenioù etre Pariz ha Breizh zo bet embannet !

D’ar Gwener 8 a viz Ebrel e oa bet embannet an eurioù deservijañ rakwelet a-benn 2017 er c’hêrioù ma tremen an TTB e Breizh. Pa vo lakaet al linenn tizh bras da vont en-dro etre ar Mañs ha Roazhon e vo gwelet disoc’h ur pezh raktres tiriadel : un danframm nevez hag ur c’hinnig rannvroel efedusoc’h, evit deservijañ gwelloc’h ar c’hêrioù gant ur c’hinnig TTB ha THR a gresko eus 20 % dre-vras.


Sylvain Cambon-Région Bretagne

Tostaat Breizh a-bezh ouzh Pariz

Estreget gounit amzer etre Pariz ha Roazhon a raio ar veajourien, tud an embregerezhioù hag an tiriadoù, pa vo eus an LTB (Linenn Tizh Bras) e Breizh, rak ur c’hinnig nevez, adwelet penn-da-benn, a vo ivez. 50 munut well-wazh a vo gounezet war ar hent da Bariz adalek an holl diez-gar a zo er c’hornôg da Roazhon, tra ma vo gounezet 37 munut etre Roazhon ha Pariz gant al linenn tizh bras nevez. Gwelloc’h e vo an traoù ivez peogwir e vo modernaet al linennoù Roazhon-Brest ha Roazhon-Kemper, hag ivez dre ma vo doujet d’an div bennreolenn-mañ : an holl drenioù TTB a ya betek beg Breizh ne chomint ket a-sav etre Pariz ha Roazhon, ha div veaj mont-dont ouzhpenn gant an TTB a vo kinniget bemdez war linennoù Pariz-Brest ha Pariz-Kemper (da lavaret eo 8 TTB ouzhpenn bemdez) evit deservijañ beg Breizh.

An holl diez-gar ma tremen an TTB betek-henn a gendalc’ho da vezañ deservijet gantañ. Un dra gaer eo evit Breizh hag a striv da liammañ an holl diriadoù ma tremen an trenioù tizh bras.

TTB ha THR war un dro evit deservijañ Breizh a-bezh

Mont a raio ar c’hinnig TTB da glokaat ar c’hinnig THR ; gwellaet e vo ar c’henereoù, o eurioù dreist-holl, evit ma vo an deservijañ eus ar gwellañ e diabarzh ar rannvro hag evit reiñ da santout efedoù an tizh bras dre Vreizh a-bezh. Evit beajourien Breizh e talv kement-se e e vo muioc’h a drenioù, ha neuze e vo brasoc’h an dibab evit beajiñ e Breizh pe pelloc’h.

Ur c’hinnig kirri-boutin nevez a vo lakaet e pleustr evit Loudieg ha Pondi ivez : 3 beaj mont-dont herrek bemdez kenereet ouzh an TTB e Roazhon a vo kinniget da dud Kreiz Breizh evit o liammañ diouzh ar gwellañ ouzh an tizh bras.

Aesaet e vo ar c’henereoù etre an trenioù TTB ha THR hag an darempredoù etre an tren hag ar modoù treuzdougen all (bus, velo,...) dre ma vo modernaet ha brasaet an tiez-gar TTB, evit liammañ gwelloc’h ar modoù treuzdougen etrezo hag o enframmañ gwelloc’h e kêr.

Un enklask bras enlinenn a-raok pell

Un enklask bras a vo roet lañs dezhañ a-benn miz Mae gant Kuzul-rannvro Breizh diwar-benn kaelioù an eurioù THR 2017-2018 evit ma c’hello pep hini gouzout petra eo an eurioù kinniget er 126 ti-gar a zo e Breizh. 

Tags : Trains Transport

Publié le


Partagez ce contenu