Treuzdougen rannvroel
Roit ho soñj da c’houzout diwar-benn eurioù nevez an THR 2017 !

D’an 10 a viz Mezheven, e Lannuon, e oa bet embannet gant Gerard Lahellec, Besprezidant ar C’huzul-rannvro karget eus an treuzdougen hag ar fiñvusted, ha Nathalie Juston, Renerez KBHF Breizh, an doareoù treuzdougen nevez kinniget gant THR Breizh a-benn distro-skol 2017. Gallout a ray an holl reiñ o soñj da c’houzout war an eurioù betek an 13 a viz Gouere e lec’hienn web nevez an treuzdougen rannvroel e Breizh.

Voyageurs devant un TER
Sylvain Cambon

An doareoù treuzdougen rannvroel nevez raktreset a-benn an distro-skol a lakao da glotañ mat kinnigoù an TTB ha re an THR, gant trenioù herrekoc’k, stankoc’h ha kennasketoc’h. Evit ma tenno an holl diriadoù gounid eus efedoù an tizh bras, eo bet gwellaet kalite he servijoù gant ar Rannvro : kinnig, dafar, prizioù, servijoù, tiez-gar, etremodelezh... An eurioù nevez, soñjet evit aesaat buhez ar veajourien ha bastañ d’o ezhommoù a-dostoc’h, zo embannet bremañ. Un digarez eo da bep hini da reiñ e soñj da c’houzout diwar-benn kael nevez an eurioù, da-heul an enklask a oa bet savet e 2014 evit derc’hel stad eus soñjoù ha c’hoantoù ar veajourien ha da ginnig dezhe neuze traoù a glot gant o ezhommoù.

Ul lec’hienn web nevez evit an treuzdougen rannvroel e Breizh

Rouedad ha prizioù THR, raktres Breizh tizh bras, kartenn Breizh an dilec’hiañ, breizhgo... e lec’hienn nevez-flamm treuzdougen.breizh.bzh, e c’hallit bremañ mont da glaskan holl geleier a sell ouzh an treuzdougen rannvroel gant an tren hag an THR. Gant an egorenn gendivizout ma vezliammet ar gevelerien hag an implijerien gant meradur pemdeziek hag emdroadur an danframmoù hag ar servijoù e c’hallit ivez sellet ouzh kael nevez an eurioù TTB ha THR a vo lakaet da dalvezout adal distro-skol 2017 ha reiñ ho soñj.

Penaos ez a an enklask en-dro ?

Evel implijer e c’hallit reiñ ho soñj betek an 13 a viz Gouere. En un doare pleustrek eo trawalc’h deoc’h mont d’al lec’hienn http://treuzdougenn.breizh.bzhevit gouzout penn da raktres eurioù an TTB hag an THR. Diwar-neuze, gallout a rit sellet ouzh an hentad a vez darempredet ganeoc’h ha skrivañ ho soñj. Pal an enklask-se eo priziañ pegen laouen eo an implijerien mes ivez lakaat war wel an ezhommoù diouzh ma vez.

An THR e 2015 zo :
- 10,5 milion a veajourien
- 1 200 km a hent-houarn 7 linenn kirri-boutin rannvroel
- 126 arsav tren (40 ti-gar, 86 ehan)
- 350 tren, 100 karr-boutin THR ha rannvroel bemdez, well-wazh
- 253,6 M€ : ar budjed rannvroel evit 2016 (en o mesk 100,2 M€ evit korvoiñ an THR hag al linennoù kirri-boutin  ranvroel, 86,3 M€ evit an danframmoù hag an tiez-gar, 46,2 M€ evit an dafar)
- 145,9 M€ : koust mont en-dro an THR.

Tags : Trains Transport

Publié le


Partagez ce contenu