Politikerezh touristel ar Rannvro
Emellout a ra Breizh eus an touristerezh sokial ha kengret

Ar greizenn Patrick-Varangot e Sant-Maloù, meret gant ar gevredigezh Ty al Levenez, hag ar chanter nevesaat etrebroadel evit ar re yaouank, gant ar gevredigezh Concordia e Baen-Ballon : sed amañ skouer div oberenn skoazellet gant Rannvro Breizh. Evit gwir e fell d’ar strollegezh kas an touristerezh sokial ha kevredigezhel war-raok evit an holl.

touristes de tous âges sur un sentier côtier
KRT Breizh - Jacqueline Piriou

Tra ma vez lidet 80 vloaz an ehanoù gopret e Frañs e oa bet Rannvro Breizh o plediñ en deizioù-mañ gant an touristerezh sokial a zo gwriziennet pell zo en istor Breizh. Anne Gallo, besprezidantez evit an touristerezh, ar glad hag an hentoù bageal, a oa bet o weladenniñ daou framm skouer eus al labour a vez kaset da benn war an dachenn gant tud ar vro evit diorren an touristerezh. Harpet e vezont gant ar Rannvro a fell dezhi lakaat an doare touristerezh sokial ha kevredigezhel disheñvel-se da badout dre Vreizh a-bezh, e-kichen an obererien brevez. E-se e ro ur skoazell arc’hant d’ar programm oberoù savet bep bloaz gant Unaniezh vroadel kevredigezhioù an touristerezh e Breizh.

Tud diseurt er greizenn Patrick-Angot e Sant-Maloù

Ur skouer vat eus an touristerezh sokial eo ar framm malouat meret gant ar gevredigezh Ty al Levenez. Ouzhpenn 18 000 a dud a vez degemeret bep bloaz gantañ. Er greizenn Patrick-Angot e vez bod ha boued a bep seurt evit ar re vras hag ar re vunut. Bevañ a-gevret, broudañ an dud d’en em gavout asambles, da skoulmañ liammoù a vignoniezh, d’en em veskañ gant tud disheñvel o dere, en ur vezañ digor, doujus ha kengret, setu petra eo pal ar gevredigezh. Asuriñ a ra deoc’h e vo degemeret an dud e lojeizoù simpl hag akomod, diouzh un touristerezh reizh gant prizioù heñvel a-hed ar bloaz, hag e vo kinniget ur bern servijoù evel amprestañ digoust beloioù pe dafar sport ha dudi...
Emañ war-hed 200 m diouzh an draezhenn, e-kichen ar wenodenn-vale hir 34, nepell diouzh Kêr ar gourserien, ha kinnig a ra teir obererezh war un dro :
- ambroug ha lojañ tud yaouank etre 16 ha 25 bloaz (Habitat Jeunes) ;
- chomadennoù evit strolladoù (Ethic Étapes) ;
- beajoù en e-unan, gant e familh pe gant mignoned (Herberc’h Yaouankiz).

Gant ar Rannvro e oa bet roet 160 000 € e 2011 evit modernaat ar greizenn ha 41 460 € e 2013 evit nevesaat ar salioù obererezh hag emvod. Gant ar C’huzul-rannvro ivez e vez arc’hantaouet programm oberoù bloaziek Unaniezh vroadel kevredigezhioù an touristerezh (Unat) e Breizh (67 000 € e 2016 ha 7 750 € evit lakaat e pleustr an argerzh araokaat kaset war-raok gant Unaniezh kevredigezhioù an touristerezh e Breizh e-touez hec’h izili.

Chanter etrebroadel evit tud yaouank a-youl-vat e Baen-Ballon

E Baen-Ballon ez eus bet ur skipailh seizh den yaouank a-youl-vat eus Rusia, Spagn, Italia ha Frañs, dindan 30 vloaz, o tifretañ evit adkempenn un ti-feurm kozh eus an 19vet kantved, e-kreiz ar vourc’h. Ar chanter etrebroadel zo padet teir sizhun, dindan renerezh ar gevredigezh Concordia, etre an 8 hag an 29 a viz Gouere. Bet int o kenderc’hel gant ar chanter reneveziñ a oa bet kroget warlene evit treiñ ti-feurm Fosse-Piquet en ur pol sevenadurel. Savet e oa bet ur sklotur gant mein-sav e 2015, hag ar bloaz-mañ eo bet ar skipailh o tistrouezhañ hag oc’h adsevel, hervez teknikoù mañsonerezh kozh, lodennoù eus glad ar savadurioù bihan : ur vogerig, ur forn vara, ur puñs. Ur chanter da dalvoudekaat ar glad lec’hel, ma vez tro, asambles, da gaout dudi, da zeskiñ ha da weladenniñ : c’hoari bouloù ha paledoù, gweladenniñ festival al luc’hskeudennoù e Gazilieg peotramant Enez ar Piked...

Abaoe 2009 e ro ar Rannvro he skoazell d’ar gevredigezh Concordia a labour evit diorren eskemmoù etre broioù, 9etre sevenadurioù hag etre rummadoù-tud abaoe fin an Eil Brezel Bed. Ur skoaziad 2 500 € dre oberiadenn, da lâret eo, 5 000 € e 2014 ha 17 500 € e 2015, zo bet roet gant ar C’huzul-rannvro evit aozañ chanterioù etrebroadel tud yaouank e Breizh.

Video : kêriadennoù vakañsiñ pe herberc’hioù yaouankiz war an aod

Gant an 250 kreizenn-vakañsiñ kevredigezhel a zo e Breizh e vez degemeret tud o tont eus pep lec’h d’ober anaoudegezh gant ar vro. Evel e kêriadenn-vakañsiñ familh Sant-Kast-ar-Gwildoù hag en herberc’h yaouankiz Sant-Maloù.
 
Luc’hskeudennoù gant poellgor-rannvro an touristerezh e Breizh (krec’h-traoñ) : Yannick Le Gal, Jacqueline Piriou, Pascal Pérennec